Al Lexovii a oa ur bobl c’halian a oa o vevañ en arvor Mor Breizh, a-gleiz da aber ar Saena. Unan eus pobloù Arvorig e oant.

Pobloù galian Arvorig, gant meneg eus al Lexovii

Kêr-benn al Lexovii, goude aloubadeg ar Romaned, a oa anvet Noviomagus Lexoviorum, un anv aet da Lisieux hiziv.

Anv a vez graet anezho gant Julius Caesar en e Commentarii de Bello Gallico[1]. Kevreet e oa al Lexovii gant ar Venelli, an Osismied hag ar Guriosolited e 56 kent JK, da vont war sikour ar Weneted hag en em gannañ a rejont ouzh lejionoù Quintus Titurius Sabinus[2]. Trec'het e voe ar C'halianed gant Sabinus ha kodianañ a rejont[3]. Ur wech all c'hoazh e voe Lexovii o klask en em sevel ouzh ar Romaned : e 52 kent JK e voe kaset 3 000 den ganto da reiñ harp da emsavadeg Verkingetorix[4].

Notennoù kemmañ

  1. De Bello Gallico, levrenn 3, pennad 11 ha levrenn 3, pennad 17
  2. De Bello Gallico, levrenn 3, pennad 11
  3. De Bello Gallico, levrenn 3, pennadoù 17-19
  4. De Bello Gallico, levrenn 7, pennad 75