Lezenn Godwin a vez graet eus ar bomm-lavar distaget e 1990 gant Mike Godwin : « Seul hiroc’h ur gaoz war Usenet, seul dostoc'h ouzh 1 e vo ar vartezeadenn n'echuo ket hep ober anv eus an nazied pe eus Hitler»[1].

Skeudenn (ha displegadenn e saozneg) diwar-penn penaos e tro ur gaoz hag a zo o vont da lakaat un tabuter da c'hounit ur poent Godwin.
Mike Godwin

En ur gaozeadenn, reiñ ur poent Godwin a zo kement ha lavarout d’ar c’hengaozeer emañ oc’h en em zivrudañ o tiskouez ur wech adarre pegen gwir eo lezenn Godwin.

Displegadurioù kemmañ

____ ____ ____ ____ ____ ____ ____
/ __) (____) (____) (____) (____) (____) (__ \
|_|           |_|
_  _     _  _  _ 
| | / |  _ __ ___ (_)_ __ | |_  | |
| | | |  | '_ \ / _ \| | '_ \| __| | |
|_| | |  | |_) | (_) | | | | |_  |_|
_  |_|  | .__/ \___/|_|_| |_|\__|  _ 
| |    |_|       | |
| |           | |
|_|  ____   _   _   |_|
_  / ___| ___ __| |_  _(_)_ __  _ 
| | | | _ / _ \ / _` \ \ /\ / / | '_ \ | |
| | | |_| | (_) | (_| |\ V V /| | | | | | |
|_| \____|\___/ \__,_| \_/\_/ |_|_| |_| |_|
_           _ 
| |__ ____ ____ ____ ____ ____ __| |
\____) (____) (____) (____) (____) (____) (____/

Diazezet eo ar reolenn war ar vartezeadenn-mañ : ma vez hir ha padus ar gaoz e tomm an empennoù e klopennoù tud zo, ha lod anezho a gav gwelloc’h ober gant kunujennoù eget gant arguzennoù, a zo berroc'h ganto, darn a wel kunujennoù e-lec’h n’eus ket, darn a gred implij evel arguzennoù keñveriadennoù diboell.

Neuze, dre ma vez sellet ouzh an naziegezh evel ar gwashañ ideologiezh, e vez gwelet pep dave dezhi gant ur c’hengaozeer evel c’hwitadenn ar gaozeadenn, pa ne oa ket danvez ar gaoz. Neuze e vez poent echuiñ ar gaoz, ne zeuio netra ken eus an dael. Lavaret e vez eo bet tizhet poent Godwin ar gaoz.

Poent ha poent kemmañ

Ur ster all a zo d’an droienn poent Godwin avat: roet e vez ur poent Godwin d’an hini a ro tro d’ar re all da welout ur wech c’hoazh pegen gwir eo lezenn Godwin seul wech ma vez degaset en ur gaoz an dave da Hitler, d’an naziegezh, pa ne oa ket eus se e oa kaoz.

Gwiriañ lezenn Godwin a zo, e folkloraj Usenet, kement ha bezañ koll en un diviz.

Notennoù kemmañ

  1. Frazenn orin: « As a Usenet discussion grows longer, the probability of a comparison involving Nazis or Hitler approaches 1. »

Gwelet ivez kemmañ

Mammskrid kemmañ