Ar stêr Lippe zo ur stêr e Nordrhein-Westfalen, en Alamagn. Un adstêr d'ar Roen eo, dezhi 255 km hed.

Lippe
stêr
EienLippequelle Kemmañ
En em daol eRoen Kemmañ
Diazad doureierRhine basin Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
E tiriadNordrhein-Westfalen Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00, UTC+02:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel51°46′53″N 8°49′21″E, 51°39′3″N 6°36′14″E Kemmañ
Prizioù resevetFlusslandschaft des Jahres Kemmañ
Map

Emañ an eienenn anezhi e koadeg Teutoburg e Bad Lippspringe tost da gêr Paderborn. Tremen a ra dre Lippstadt a-hed bevenn ar Ruhr. E Wesel e vesk he dourioù gant re ar Roen.

Ar vro anvet Lippe a deu hec'h anv eus hini ar stêr. Ur stad e oa en Impalaeriezh santel roman german, hiriv eo ur bastell-vro e Nordrhein-Westfalen.