Lizherenneg semafor

Lizherenneg semafor (eus an henc'hresianeg σῆμα sêma "arouezenn" ha -φέρω -phéro "-douger") a reer eus ul lizherenneg a implijer evit kas kemennoù a-hed-gwel dre fiñval bannieloù lec'hiet hervez ur reizhiad resis. E-lec'h bannieloù e c'heller arverañ bizhier, kantennoù, plakennoù, pe aoueziañ gant an daouarn maneget pe get.

Ur c'hartermestr en US Navy o tiskouez al lizhrenn U e 2005

Evit eskemm kemennadennoù diouzh noz e c'heller stagañ lampoù ouzh fustoù ar bannieloù.

Istor kemmañ

E 1866 e voe savet ar reizhiad, diwar skouer hini ar semafor a oa bet ijinet gant an eilamiral saoz Home Riggs Popham (1762-1820) ha gwellaet gant ar jeneral Charles William Pasley (1780-1861). War an douar e veze savet un tour, div vrec'h fiñvus staget ouzh ur peul a-serzh war an doenn. Dre ma oa dic'hallus staliañ hevelep gwikefre war ul lestr ec'h ijinas an eilamiral gober gant bannieloù bras a c'helled gwelet pa veze berr a-walc'h an hed etre daou lestr pe etre ul lestr hag an douar.

Embreg kemmañ

 
(en) FLAG SEMAPHORE

Un den hepken a gas ar c'hemennoù. Kemer a ra ur banniel e pep dorn kent o gwintañ a-benn-brec'h hag o lakaat en ur stad resis ha difiñv an eil e-keñver egile evit diskouez an arouezennoù unan-hag-unan.

En doare nevesañ e reer gant daou vanniel melen ha ruz (al lizherenn O el lizherenneg etrebroadel) war vor, ha gant bannieloù glas ha gwenn (al lizerenn P) war zouar.

Pemp lec'h zo da bep brec'h, a c'haller keñveriañ ouzh rod an avelioù.

  • Brec'h dehou : norzh, gwalarn, kornôg, mervent, su.
  • Brec'h kleiz : norzh, biz, reter, gevred, su.

Lizherenneg latin kemmañ

  • Diskouezet int evel m'o gweler pa vezer e-tal an den a zo ouzh o diskouez.

Protokol kemmañ

 
Timbr gant ABU, 1965
1. Kaser·ez
2. Degemer·ez
  = Prest on   Prest on
  = Diwallit   +   = Kasit
  = Lizherennoù
  = Sifroù
  = Echu ; prest da zegemer   = Prest on
  • Adal neuze e vez eilpennet ar rolloù : 1 a zegemero ar pezh a vo kaset gant 2.

Lizherenneg Morse kemmañ

 
Timbr gant Ajman, 1971
  =
  =
  = Esaou

Lizherennegoù all kemmañ

War al lizherenneg latin ez eo diazezet al lizherenneg semafor. Azasaet da lizherennegoù all ez eo bet avat, evel m'en diskouez an daou skouer amañ a-is.

Japan kemmañ

Semafor e Japan, 2017
 
Aroueziañ ("O")

Gant ar verdeadurezh japanat, koulz kenwerzhel ha milourel, ez eo bet azasaet ar c'hod latin etrebroadel d'al lizherenneg katakana[1]. Dre ma'z eo silabennek ez eus kalz muioc'h ag arouezioù da ziskouez, gant 1, 2 pe 3 banniel. Ruz eo ar banniel a zalc'her en dorn dehou, gwenn hini an dorn kleiz.

E-lec'h diskouez hervez rod an avelioù e tiskouezer hervez urzh ha kognoù an taolioù barr-livañ pa skriver war baper : ar banniel ruz/dehou a ziskouez deroù pep taol barr-livañ, an hini gwenn/kleiz diwezh an tres.

Un doare rod an avelioù, disheñvel diouzh hini Kornôgiz avat, a vez implijet evit diskouez ar sifroù ; ar mann (0) a vez treset dre fiñval ar bannieloù e stumm ur c'helc'h.

En daolenn emañ ar kensonennoù a-led hag ar vogalennoù a-serzh. Pep arouezenn a zislouez ur silabenn, da skouer : K + E = /ke/.

K S T N H M Y R W
A    
あ ア
   
か カ
   
さ サ
   
た タ
   
な ナ
 
は ハ
   
ま マ
   
や ヤ
   
ら ラ
   
わ ワ
I    
い イ
   
き キ
   
し シ
   
ち チ
 
に ニ
   
ひ ヒ
   
み ミ
*  
り リ
   
ゐ ヰ
U    
う ウ
 
く ク
     
す ス
   
つ ツ
   
ぬ ヌ
 
ふ フ
   
む ム
   
ゆ ユ
   
る ル
*
E      
え エ
   
け ケ
   
せ セ
   
て テ
     
ね ネ
 
へ ヘ
   
め メ
*  
れ レ
     
ゑ ヱ
O      
お オ
   
こ コ
   
そ ソ
   
と ト
 
の ノ
     
ほ ホ
   
も モ
   
よ ヨ
   
ろ ロ
   
を ヲ
'N Mouezhiet (dakuten) Hantervoyezhiet (handakuten)
   
ん ン
 
◌゙
 
◌゚

Ukraina kemmañ

Ul lizherenneg kirillek (disheñvelik diouzh hini ar ruseg) a vez implijet en ukraineg.

Al lizherenneg semafor ukrainek/kirillek e-keñver an hini etrebroadel/latin
(uk) (la)
А   N
Б   H
В   B
Г, Ґ   F
Д   Z
(uk) (la)
Е, Є   C
Ж   Y
З   Q
И   K
І, Ї, Й   D
(uk) (la)
К   X
Л   "Nullit"
М   L
Н   A
О   G
(uk) (la)
П   J
Р   P
С   E
Т   R
У   U
(uk) (la)
Ф   V
Х   I
Ц   S
Ч   M
Ш  
(uk) (la)
Щ   T
Ь   "Kasit"
Ю   O
Я   W


Pennadoù kar kemmañ

Notennoù kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.