Llanfachreth (Meirionnydd)

Llanfachreth (pe Llanfachraeth pe Llanfachraith) zo ur gêriadenn e Meirionnydd, e Gwynedd. Emañ en hanternoz da gêr Dolgellau, etre ar stêrioù Afon Wnion hag Afon Wen. En hanternoz dezhi emañ ar menez Rhobell Fawr. Unan eus an div gumun a ya d'ober kumuniezh Brithdir a Llanfachreth eo.

Llanfachreth

Istor kemmañ

Er Grennamzer e oa ploe Llanfachraeth e kombod Tal-y-bont, e kantrev Meirionnydd, hag enni Abati Cymer. Mont a ra ar vugale da Skol Llanfachreth, ha goude da Ysgol y Gader, e Dolgellau.