Ul loer zo ur pezh dilhad da wiskañ an troad hag ul lodenn eus ar c'har : a-wechoù betek dindan ar penn-glin, a-wechoù betek krec'h ar vorzhed.

Maouez he loeroù niloñs du

Gwechall e veze gwisket loeroù gant paotred koulz ha gant merc'hed. Hiriv avat int graet evit merc'hed. Gwechall ivez e vezent graet e gloan, seiz pe satin, ha hiriv e niloñs peurvuiañ.

An diaezamant gant al loeroù eo penaos o derc'hel. Implijet e vez ereoù pe boelloù, a vez graet meur a anv anezho : doug-loeroù, ere-loeroù, poell-loeroù, garigell.

Istor kemmañ

 
Malmö Strumpfabrik 1954

Adalek ar Grennamzer e veze gwisket ar c'horf penn-da-benn : loeroù evit an daoudroad, ha bragoù evit an divhar.

E 1939 e voe graet al loeroù niloñs kentañ. Ur mell araokadenn, pa ne vezent ket drailhet ken aes hag ar re seiz a gouste ker-ruz. Pa zilestras ar soudarded stadunanat e 1944 en Europa e oa gante loeroù niloñs, en o seier, a vil-vern.

Luc'hskeudennoù kemmañ

Gwazed kemmañ

Maouezed kemmañ

Livadurioù kemmañ

Pennadoù-kar kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.