Logivi-Lannuon
kumun Aodoù-an-Arvor
Ur gumun gozh a Vreizh e bro Lannuon, eo Logivi-Lannuon (anvet Loguivy-lès-Lannion e galleg). Ul lodenn eus Lannuon (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor) eo bremañ.
Douaroniezh kemmañ
Istor kemmañ
- Un drev eus Ploulec'h e oa Logivi a-raok an Dispac'h gall, ha stag e oa ouzh Eskopti Dol.
Dispac'h Gall kemmañ
- E 1790 e voe krouet kumun Logivi-Lannuon.
XXvet kantved kemmañ
Brezel-bed kentañ kemmañ
- Mervel a reas trizek gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 4,35 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[1].
Eil Brezel-bed kemmañ
- Mervel a reas pevar den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
Lannuon kemmañ
- E 1961 e oa bet staget kumun Logivi-Lannuon ouzh kumun Lannuon.
Monumantoù ha traou heverk kemmañ
- Iliz katolik Sant Ivi, XVIvet-XVIIvet kantved[3], porzh-iliz ha feunteunioù. Teir feunteun a zo, unan er porzh-iliz, unan en diavaez hag unan all dindan an iliz, war vord al Leger. Gouestlet int holl da sant Ivi.
- Plakennoù ar re varv (1914-1918 ha 1939-1945) en iliz katolik, luc’hskeudenn[4]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1831 kemmañ
Melestradurezh kemmañ
- Briant a oa maer e 1837 ha Perrot e 1860[6].
Tud brudet kemmañ
- Yves-Marie Gabriel Laouenan (1781-1862), ofiser er morlu, barner a beoc'h, skrivagner brezhonek, ganet eno.
Sellet ivez kemmañ
Liammoù diavaez kemmañ
- (fr)Infobretagne
Notennoù ha daveoù kemmañ
- ↑ (fr)Plakenn en iliz katolik - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Plakenn en iliz katolik - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Régis de Saint-Jouan, Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie, 1990, pajenn 297
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Cassini - EHESS
- ↑ (fr)Société d'Emulation des Côtes -du-Nord, Annuaire des Côtes-du-Nord (1805-1880), pajennoù 91 ha 310