Lorenzino de' Medici

Lorenzino de' Medici, pe Lorenzo di Pierfrancesco de' Medici, lesanvet Lorenzaccio, ganet d'an 23 Meurzh 1514 e Firenze ha marvet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1548 e Venezia, a oa ur politikour ha dramaour italianek, eus skourr popolano an tiegezh Medici, e Firenze ar XVIvet kantved, a gemeras perzh en iriennoù an amzer hag a vuntras an dug Alessandro de' Medici.

Lorenzino de' Medici, war ur vedalenn.

E vuhez kemmañ

Yaouankiz kemmañ

Ganet e oa e Firenze, ha mab e oa d'an arc'hantour Pierfrancesco de' Medici (1487-1525) ha da Maria Soderini. Goude marv e dad e 1520, hag eñ paotrig 6 vloaz, e voe savet gant e vamm ha gouarnerien, Giovanni Francesco Zeffi e Varino Favorino di Camerino er Villa del Trebbio, ma kreskas e-kichen e vreur Giuliano di Pierfrancesco de' Medici ha Cosimo Iañ de' Medici, a vo dug Toskana, hag Alessandro de' Medici, mab bastard d'ar c'hardinal Giulio de' Medici, diwezhatoc'h anvet da bab.

En 1526 ez eas gant e vreur Giuliano hag e genderv Cosimo da Venezia, abalamour d'ar reuz savet e Firenze gant donedigezh al Lanzichenecchi. Bloaz goude, pa voa bet lakaet kêr Roma en arigrap ha gwanaet galloud ar pab Klemañs VII, ur Medici all, e voe kaset kuit an tiegezh adarre eus Firenze.

En 1530 ez eas da Roma, hag eno e sachas brud fall war e benn goude dibennañ delwennoù rouaned barbar Bolz Constantin, goude ur revrad, ma voe harluet eus kêr ha lesanvet Lorenzaccio.

Mignon ha muntrer Alessandro de' Medici kemmañ

 
An dug Alessandro de' Medici, a voe drouklazhet gant Lorenzino de' Medici. Poltred gant Pontormo

Er bloaz-se en-eeun e tistroas da Firenze hag e teuas da vout kamarad bras d'an dug, e genderv Alessandro de' Medici, nevez lakaet e penn ar gouarnamant. Kenvambocherien e oant, kendorfedourien ivez, alies e vezent gwelet war ar memes marc'h. Er memes gwele e kouskent ivez a-hervez.

Da noz ar 5 a viz Genver 1537 e oa bet pedet Alessandro da zont da di e vignon. Lorenzino en devoa laosket an dug e-unan ha prometet d'e genderv dont en-dro gant e c'hoar ha gant gwreg Leonardo Ginori dra dremen an noz gante. Menel kousket a reas Alessandro. Distreiñ d'ar gêr a reas Lorenzino un toullad eurvezhioù diwezhatoc'h, hep ar maouezed, hogen gant ur c'hlezeour a vicher anvet Scoronconcolo. Kavout a reas an dug kousket, evel en devoa rakwelet, pa oa en sell d'e lazhañ. Dihunet e voe an dug a-greiz ma oant ouzh e dagañ, sourm a reas ouzh e vuntrerien evit e vuhez.

Klasket ez eus bet kompren ar perag d'an trubarderezh, ha lavaret ez eus e felle da Lorenzino dieubiñ Firenze, met un dizemglev bennak a oa marteze etrezo.

E Firenze e voe degemeret marv an tirant evel un dieubidigezh, ha betek tud evel Caterina de' Medici, rouanez Bro-C'hall, a voe laouen a gement-se.

Gant marv Alesandro e oa marvet skourr koshañ an tiegezh Medici. Daou vugel bastard a chome war e lerc'h, Giulio ha Giulia, met embannet e voe ne oant ket gouest da ren abalamour ma oant besterd, ouzhpenn ma oa bastard o zad ivez.

Cosimo Iañ de' Medici an hini a voe dibabet neuze gant an impalaer Karl V da ren evel dug e Firenze.

An harlu hag ar marv kemmañ

Lorenzino avat, ret dezhañ tec'hel goude e dorfed, a gavas repu e Bologna da gentañ, e Venezia goude, dindan gwarez an arc'heskob Giovanni Della Casa. Er bloaz-se en-eeun ez eas da soudard en arme harluidi Firenze,kaset gant Filippo Strozzi, condottiero brudet, da stourm ouzh an dug nevez Cosimo Iañ, ha perzh a gemeras en emgann Montemurlo ma voent faezhet.

Tec'hel a rankas neuze rak lazherien Cosimo, ha beajiñ a reas da Constantinopolis, ha goude da Vro-C'hall, ma vevas eus 1537 da 1541, dindan gwarez ar rouanez firenzeat Caterina de' Medici. En 1542 ez eas da Doskana en-dro da virout ouzh Cosimo Iañ da unvaniñ ar stad (meur a gêr dieub a oa), ha goude ez eas da Venezia. En 1544 e tistroas da Vro-C'hall, hag alese da Venezia adarre.

E varv kemmañ

D'ar 26 a viz C'hwevrer 1548 e voe kontellataet Lorenzino e Venezia gant daou zen, « daou Volterra » hervez ul lizher, ha mervel a eure a-dal ti e serc'h Elena Barozzi e Campo San Polo.

Ur verc'h bastard en doa, Lorenzina hec'h anv, a voe savet er gerentiezh, hag a zimezas d'un denjentil roman, Giulio Colonna.

Lennegezh kemmañ

E oberennoù kemmañ

Skrivañ a reas:

  • un "Apologia" diwar-benn e dorfed, ma tispleg en deus heuliet skouer Marcus Junius Brutus, a servije ar frankiz, ha graet van da vezañ mignon d'an tirant;
  • ur gomedienn, 'Aridosio, a voe azasaet e galleg gant Pierre de Larivey, anvet Les Esprits, embannet e 1579.

Diwar e benn kemmañ

Marc'harid Navarra, George Sand ha dreist-holl Alfred de Musset o deus kontet e vuntr, pep hini anezho en e zoare. Brudet-bras eo an drama Lorenzaccio, gant Musset.

Levrlennadur kemmañ

  • Luigi Alberto Ferrai, Lorenzino de' Medici e la società cortigiana del cinquecento, Milano, 1891
  • M. Vannucci: Lorenzaccio. Lorenzino de’ Medici, Roma 1984.
  • Stefano Dall'Aglio, L'assassino del duca. Esilio e morte di Lorenzino de' Medici, Firenze: L.S. Olschki. 2011.

Poltred kemmañ

Ur poltred gant Francesco de' Rossi (Il Salviati), er Saint Louis Art Museum a vije hini Lorenzino. *Portrait of a Florentine Nobleman/Poltred un den yaouankeus Firenze, hini Lorenzino de' Medici marteze.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ


Pennad kar kemmañ