Louarn Brazil


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Canidae
Genad : Pseudalopex
Anv skiantel
Pseudalopex vetulus
Lund, 1842, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Louarn Brazil (Pseudalopex vetulus) a zo ur bronneg bihan heñvel a-walc'h ouzh ul louarn hag a vev e Brazil. Er Cerrado e vez kavet dreist-holl, met en ekosistemoù etre e c'hell bevañ ivez.

Doareoù kemmañ

Un aneval moan eo louarn Brazil, gant ur vojell verr ha begek. Gris eo lodenn grec'h e gorf tra m'eo louet-gell e gof. Pouezañ a ra etre 2.7 ha 4 kg ha muzuliañ a ra etre 58 ha 64 cm. Un aneval deiz eo.

Emzalc'h kemmañ

Un hollzebrer eo louarn Brazil met en em vagañ a ra gant anevaled bihan hag amprevaned dreist-holl. En em ouennañ a ra da vare an diskar-amzer. Etre 2 ha 4 menn o deus ar parezed.

Liammoù diavaez kemmañ

Louarn Brazil