Louarn ar pampa


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Canidae
Genad : Pseudalopex
Anv skiantel
Pseudalopex gymnocercus
Fischer, 1814
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Louarn ar pampa (Pseudalopex gymnocercus) a zo ur c'higdebrer krenn e vent eus ar c'herentiad Canidae hag a vev e Suamerika.

Doareoù pennañ kemmañ

Heñvel a-walc'h eo louarn ar pampa ouzh al louarn met bihanoc'h eo ha gris ha stank eo e vlevenn. Ruzart eo e benn hag e c'houzoug. Etre 4 ha 6 kg e pouez lern ar pampa.

Isspesadoù kemmañ

  • P. g. antiquus
  • P. g. gymnocerus
  • P. g. lordi


Annez kemmañ

Kavout a reer lern ar pampa en Arc'hantina, Uruguay, Paraguay, Bolivia ha Brazil. Er pradennoù hag er c'hoadegoù e vezont dreist-holl.

 
Tiriad louarn ar pampa

Emzalc'h kemmañ

O-unanig e vev lern ar pampa an aliesañ, en diavaez eus ar c'houlz-parañ. Ar par hag ar barez a ra war-dro ar re vihan asambles. Anevaled-noz pe serr-noz ez int. Debriñ a reont krignerien, raned, evned ha frouezh.

Daveoù kemmañ



 
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: