Louarn rous

bronneg kigdebrer
Louarn rous


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Canidae
Genad : Vulpes
Anv skiantel
Vulpes vulpes
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Al louarn rous (Vulpes vulpes) a zo ur bronneg kigdebrer hag a vev peuzholl en hantervoul norzh a bezh. Rummet eo ar spesad en IUCN (skeul semplded ar spesiadoù) evel "dinec'hus". Degaset eo bet en Aostralia gant staliadur an europad, lec'h mard int noazus e-keñver an en-dro gouez lec'hel.

Al louarn rous a zisken ag ur spesiad bihanoc'h e veve e kevandir Eurazia e-pad ar pleistosen a-raok aloubiñ amerika an norzh goude ar skornadur diwezhañ. Barrek eo al louarn ruz azasaat diouzh e en-dro buan a-walc'h. Ha daoust ma vez graet "louarn rous" anezhoñ e c'hall bout gwenn pe du e vlev. Pemp-ha-daou-ugent gouenn a zo anavezet.

Al louarn rous a gantre e koublad pe e strolladoù bihan (familhoù) e lec'h ma vez posubl kavout ur par evit meur a barez hag o diskennidi. Debriñ a reont krignerion bihan, hogen loened brasoc'h a c'hall bout hemolc'het ganto evel konifled, gwiñvered, evned, stlejvil pe bronneged yaouank arall. A wezhioù e c'hall kemer plantennoù ivez. Ha preizherien a c'hall bout war e lec'h evel ar bleizi, ar c'hoiot hag an aourgi pe evned-preizh evel an erer meur hag an toud meur.

Un istor a bouez a zo etre an dud hag ar spesad. Hennezh a zo bet hemolc'het kalz evit e feur ha dre ma vez debret loened ti-feurmoù gantañ. E kêrioù zo e c'hall bout kavet louarned hag a denn splet ouzh ar boued skarzhet gant an dud. Hag e broioù zo (e Rusia dreistholl) eo bet doñvaet lod anezho da veviñ en tier.

Embarañ a ra entre hanter genver ha hanter c'hwevrer. O klask parezed e vez ar pared, ha kavout anezho a reont dre o c'hwezh, a laoskont war o lerc'h, pe dre o yud. Dougen a ra ar barez e-pad 52 deiz pe 53.

Vulpes vulpes-