Friedrich Konrad Eduard Wilhelm Ludwig Klages (10 Kerzu 1872 – 29 Gouere 1956) a oa ur prederour, un eneoniour, ur grafolog hag ur barzh skrivagner alaman. Tapet e voe gantañ Priz Nobel al Lennegezh, div wezh. Er bed alamanek eo gwelet evel unan ag ar brederourion uhelañ eus an XXvet kantved. Ur c'himiour e oa da gentañ a-raok distroiñ abred a-walc'h war-zu e angerzh gant ar varzhoniezh hag ar studioù klasel. Ur post en doa e Skol-veur München, lec'h ma krouas ar Psychodiagnostisches Seminar e 1905, hag a serras e 1914 gant tarzh ar Brezel-bed kentañ. E 1915 en em stalias e bro Suis evit chom eno da skrivañ ar braz eus e oberennoù. Mervel a reas e 1956.

Ludwig Klages

Klages a voe e penn ul luskad hag a rae gant an eneoniezh neuzidoniel (Charakterkunde) ha "prederouriezh ar vuhez" (Lebensphilosophie). E brederouriezh a enlakae: an enebiezh etre an ene (Seele, hag a zegemer mat ar vuhez) hag ar spered (Geist, hag a glask pellaat eus traoù ar vuhez); an etik kreizennet war an natur (Biozentrismus); diogeladur an erotegezh a-benn burutellat an ozac'hmeuriezh kristen; un damkaniezh eneoniel hag a sipe war ar c'homzerezh, ha dielfennadur an dornskritur; ha skiant an neuzidoniezh. Klages a oa a-enep al "logocentrismus", ar ger ijinet gantañ evit dielfenniñ ar fed e vez lakaet ar pouez war ar gerioù o-unan, kentoc'h eget war an traoù e reont dave dezho. Klages zo gwelet evel tad an damkaniezh vurutellel, hag an ekologiezh don.

Keñveriet eo bet plas Klages e bed an eneoniezh ouzh hini Sigmund Freud pe Carl Jung. E breder a voe argaset gant ar pennoù nazi, daoust ma voe tost a-walc'h d'al luskad-se er bloavezhioù 30, a-raok torriñ an darempredoù. Ul levezon bras-meurbet en deus bet war an eneoniezh hag al lennegezh en Alamagn.