María Luz Casal Paz, anavezetoc'h evel Luz Casal, zo ur ganerez c'halizat ganet d'an 11 a viz Du 1958 e Boimorto, e Galiza (e rannvro A Coruña). Tremen a reas he yaouankiz en Asturiez avat, en Avilés ha Gijón.

Luz Casal (2018).


Brud kemmañ

Dleout a ra he brud hollvedel d'ar ganaouenn vec'hikan Piensa en mí, savet en 1937 gant Agustín Lara hag a glever e film Pedro Almodóvar embannet e 1991 Tacones lejanos.

Micher kemmañ

Luz avat n'eo ket plac'h ur ganaouenn hepken, p'emañ gant he micher abaoe hec'h ugent vloaz. Goude rock ar bloavezhioù 1980 he deus kanet ar bolero, ar werz mod ar vro. Er bloavezh 2004 e oa bet embannet he 10-vet pladenn. Kanet he deus e spagnoleg Duel au soleil, skrivet gant Étienne Daho (Un nuevo día brillará), hag Octobre, kanaouenn Francis Cabrel, deuet da vout Octubre ganti.

Breizh kemmañ

Pedet e oa bet da zont da ganañ d'ar Emvod ar Gelted en Oriant e 2010 met nac'het he doa dont dre ma oa taget gant ar c'hrign-bev.
E 2011 avat e oa deuet ha graet berzh.

2011 kemmañ

Deuet eo Luz en-dro war al leurinier. Kanañ a ra Un nuevo día brillará (Un deiz nevez a splanno), azasadenn eus ur ganaouenn gant Étienne Daho, eeunoc'h ha fromusoc'h eget ar c'han orin.

He fladennoù kemmañ

  • El ascensor (1980)
  • Luz (1982)
  • Los ojos del gato (1984)
  • Luz III (1985)
  • Quiéreme aunque te duela (1987)
  • Luz V (1989)
  • A contraluz (1991)
  • Como la Flor Prometida (1995) (tremen 800 000 pladenn gwerzhet)
  • Pequeños y Grandes éxitos (1996)
  • Un mar de confianza (2000)
  • Con otra mirada (2002)
  • Sencilla Alegría (2005)
  • Pequeños, medianos y grandes éxitos (2005)
  • Vida tóxica (2008)
  • La pasión (2009) (> 240 000 pladenn gwerzhet etre Spagn ha Bro-C'hall)
  • Almas gemelas (2013)

Liammoù diavaez kemmañ