Maarten de Vos (15321603), anvet ivez Marten, a oa ul livour hag un tresour a oa o chom en Antwerpen e dibenn ar XVIvet kantved.

Marten de Vos. An eured e Kana, 1597. Iliz-veur Itron Varia, Antwerpen

Evel Frans Floris e veajas da Italia, hag e voe levezonet gant an orbidouriezh, un doare livañ hag a oa brudet d'ar mare-se. Levezonet e voe ivez gant an doare ma live arzourien Venezia, ha gallout a rafe bezañ bet o labourat e stal-labour Tintoretto[1]. Goude ma vije bet graet o reuz gant an dorrerien-skeudennoù e 1566, e voe e-touez ar re a ginklas an ilizoù en-dro en Antwerpen. Al lod brasañ eus e oberennoù, evel Sant Lukaz o livañ ar Werc'hez (1602), livet diwar c'houlenn kouch Sant Lukaz hag An Eured e Kana (1597), livet evit kouch ar werzherien gwin, a voe urzhiet gant kouchoù Antwerpen[2]. E niz, anvet Willem de Vos, a voe livour ivez.

Unan eus krouerien kevredigezh ar Romanegourien e voe ivez. Enni edo bodet arzourien, tud plijet gant an arzoù ha lennegourien o doa bet tro da veajiñ da Roma, hag a oa dedennet gant al lennegouriezh a oa eno.

Ul livadur hirgelc'hiek o tiskouez an ael Rafael a vez lakaet war e gont, hag ivez ul livadur o tiskouez Tobiaz yaouank, hag a c'haller gwelout e Mec'hiko.

Notennoù kemmañ

  1. Kristin Lohse Belkin. Rubens. Phaidon Press, 1998 (pp. 22-24). ISBN 0-7148-3412-2
  2. Christiaan Schuckman: "Vos, Marten [Maarten; Maerten] de, the elder" Grove Art Online. Oxford University Press



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.