Magazine Special (マガジンe japaneg) a zo ur magazin manga shōnen miziek (embannet d'an 20 bep miz) embannet gant Kōdansha ha krouet e 1983. B5 eo ment ar magazin, war-dro 600 pajennad a zo ennañ, koustañ a ra 500 yen. Embannet eo war baper kazetennoù (gwenn ha du) hag un nebeud pajennoù liv (war baper lufr) a zo ivez. Krennarded (paotred nemetken) eo a lennerien a fell da dud Kōdansha tizhout gant Magazine Special. Ennañ e kaver istorioù diwar-benn ar sportoù pe istorioù karantez studierien. Kalz istorioù a gaver e Magazine Special a zo istorioù bet embannet kentoc'h e magazinoù all evel Weekly Shōnen Magazine. Etre 20 ha 30 istor disheñvel a gaver e pep niverenn. E 2008 e voe embannet gant Kevredigezh Embannerien Magazinoù Japan e veze skignet 84 667 skouerenn bep miz[1].

Magazine Special
manga magazine
Deiziad krouiñ1983 Kemmañ
TitlMagazine Special Kemmañ
Ti-embannKodansha Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvjapaneg Kemmañ
Deiziad kregiñ5 Gwe 1983 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://kc.kodansha.co.jp/magazine/index.php/20658 Kemmañ
Arvesterien palShōnen Kemmañ

Mangaoù embannet e-barzh Magazine Special kemmañ

Titl Aozerien Embann
Gacha Gacha Hiroyuki Tamakoshi 2002–bremañ
Pastel Toshihiko Kobayashi 2003–bremañ
Kagetora Akira Segami 2002-2006
Miami Guns Takeaki Momose 1997–1999
Sumire 16 sai!! Takeru Nagayoshi 2006–2008
Negima!? neo Takuya Fujima Miz Genver 2008–bremañ
Jooubachi (Vampire Queen Bee) Chigusa Takada Miz Ebrel 2009–bremañ
Boys Be... Next Season Masahiro Itabashi (senario) Hiroyuki Tamakoshi (tresañ) Miz Du 2009–bremañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

Liamm diavaez kemmañ

  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける