Malam Bacai Sanhá (5 a viz Mae 1947 - 9 a viz Genver 2012, Pariz) zo ur politikour eus Ginea-Bissau ha prezidant ar vro adalek an 8 a viz Gwengolo 2009 betek e varv.

Ezel e oa eus ar PAIGC ha gouarnour rannvroioù Gabú ha Biombo e voe a-raok bezañ prezidant ar Vodadenn Vroadel e 1994. Goude ar brezel diabarzh etre João Bernardo Vieira hag Ansumane Mané e voe lakaet da brezidant Ginea-Bissau d'ar 14 a viz Mae 1999. Daoust ma oa skoazellet gant soudarded Mané en dilennadeg aozet un nebeud mizioù goude e kollas a-enep Kumba Ialá. Tremen a reas ar galloud da hennezh d'ar 17 a viz C'hwevrer 2000.

En dilennadeg aozet e miz Even 2005 e kollas en eil tro a-enep Vieira. E 2009 e c'hounezas a-enep Ialá ha mont da brezidant d'an 8 a viz Gwengolo. Mervel a reas gant an diabet e Pariz.