Ar maneki-neko (招き猫) zo un delwennig vihan hag a ziskouez ur c'hazh o sevel e bav, hag a zo anavezet ivez evel "kazh ar chañs" pe "kazh ar blanedenn vat " e Japan. Graet eo e pri-gwenn, a-wechoù pri-poazh, ha lavaret e vez e tegas chañs d'e vestr.
Gwelet e vezont er stalioù, pretioù. Mar bez savet ar pav dehoù e lavarer e tegas arc'hant, mar bez ar pav kleiz e tegas gweladennerien. Kemm a ra an doare da sevel ar pav. Seul uheloc'h ar pav, eme an dud, hag a seul belloc'h e teuy an arvalien.

Ur maneki-neko en Tokyo, o kouviañ an dud da brenañ bilhedoù lotiri.
Hemañ zo ur podig-espern.
A bep liv hag a bep ment

Gerdarzh kemmañ

Dont a ra maneki (招き) eus ar verb maneku (招猫) hag a dalv "pediñ da dremen" pe "saludiñ". Neko (猫) a dalv "kazh". Lakaet kichen-ha-kichen e talv ar gerioù "kazh a bed da zont e-barzh". Hervez an henvoaz japanat e lavar ar c'hazh gant e bav : "Deus tre, mar plij. Degemeret mat e vi."

Mojennoù kemmañ

Meur a vojenn diwar-benn orin ar c'hazh-mañ. Setu unan anezho :

War-dro ar XVIIvet kantved e oa e Tokyo un templ a oa o vont da fall ha ne veze ket roet profoù ken gant an dud. Paour-razh e oa erru ar beleg ken e ranke rannañ e voued gant e gazh, anvet Tama.

Un deiz e voe tapet un den pinvidik a renk uhel en ur gorventenn a-greiz ma oa o chaseal ha repu a gavas dindan ur wezenn e-kichen an templ. Tra ma oa o c'hortoz ar glav hag an avel da devel e welas ur c'hazh hag a rae sin dezhañ da dostaat ouzh dor an templ. Kuitaat a eure ar repu en doa kavet dindan ar wezenn ha tostaat ouzh ar c'hazh iskis...

Livioù kemmañ

Hervez al liv e vez sterioù damzisheñvel:

Skeudennoù kemmañ

Liammoù kemmañ