Mara Patagonia


Tost en arvar (NT)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Rodentia
Kerentiad : Caviidae
Genad : Dolichotis
Anv skiantel
Dolichotis patagonum
(Zimmermann, 1780)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Mara Patagonia (Dolichotis patagonum) a zo ur c'hrigner hag a vev er pampa, e kreiz ha su Arc'hantina.

Stumm kemmañ

Etre 8 ha 16 kg eo e bouez ha war-dro 70 cm hirder e gorf, gant ul lost bihan 5 cm. Gell-gris eo e vlevenn war e gein ha gwenn war e gof.

Pevar biz a zo d'e bavioù a-raok ha 3 d'e bavioù a-dreñv, an holl anezho gant skilfoù lemm.

Parañ kemmañ

Ar c'houbladoù a chom asambles a-hed o buhez, ha parañ a reont div pe deir gwech ar bloaz (an aliesañ e kreiz ar goañv hag en nevezamzer). An dougen a bad 3 miz ha ganet e vez un torad etre 1 ha 3 c'holen ennañ.

Bodet e vez kelin meur a goublad (betek 15 anezho) en un douarenn ma vezont desavet holl asambles. Pep koublad a ya d'e dro en douarenn da reiñ bronn d'e hini bihan.

Tizhout a ra mara Patagonia e oad gour da 2-3 miz evit ar parezed ha 6 miz evit ar pared.

Emzalc'h kemmañ

Oberiant eo diouzh an deiz ha tremen ul lodenn vat eus e amzer o tommheoliañ.

Bevañ a ra a-goubladoù dreist-holl met a-wechoù en em vod a-strolladoù bras (betek 70 loen).

Dilec'hiañ a ra ar mara o kerzhet, o lammat evel ur c'honikl pe o c'haloupat (betek 45 km/eur).

En em vagañ a ra diwar geot hag a bep seurt plant.

Arvar kemmañ

En arvar da vont da get emañ mara Patagonia, dreist-holl evit daou abeg: