Marcel Janco (24 a viz Mae 1895 e Bukarest - 21 a viz Ebrel 1984 e Tel Aviv) a oa ul livour hag ur savour. Ezel e voe eus dada, maskloù a aozas evit al luskad-se.

Marcel Janco, 1954
Studio Marcel Janco e Ein Hod

E vuhez kemmañ

E 1913 e kejas gant Jean Arp e Zürich. E 1919 e savjont ar strollad arzourien anvet "Artistes Radicaux". Ganto e oa ivez Alberto Giacometti. Kemer a reas perzh e ganedigezh dada e Zürich d'ar 5 a viz C'hwevrer 1916, asambles gant Hugo Ball, Richard Huelsenbeck, Tristan Tzara, Jean Arp ha Sophie Taeuber. E 1922 e tistroas da Roumania hag e krouas ar gelaouenn "Contimporanul". E 1941 ez eas da repuiñ e Tel Aviv hag e teuas da vezañ unan eus arzourien vrudetañ ar vro. Ur strollad anvet Dremmwelioù Nevez a grouas e 1953 war dismantroù Ein Hod (nepell eus Haifa). Eno ivez e sikouras staliañ ar mirdi dada, ur pennadig a-raok ma varvfe. Chom a reas tost ouzh Tristan Tzara betek fin e vuhez, ha meur a dresadenn hag a engravadur a savas evit skeudenniñ levrioù Tzara.

Oberennoù kemmañ

  • « Cabaret Voltaire », 1916, eoullivadur war lien
  • « Soleil Jardin Clair », 1918

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.