Mardi Gras (strollad)

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Mardi Gras a oa ur strollad krouet e New York e penn-kentañ ar bloavezhioù dek ha tri-ugent gant ar pevar soner rock stadunanat Bob Azzara[1] (kaner ha soner ograou elektronek Farfisa), Lou Burgio[2] (kaner ha tabouliner), Flip Cesario[3] (kaner ha soner gitar) ha Noel Koward (kaner ha soner vibrafon).

Un tamm brud a deuas d'ar strollad pa voe embannet e 1970 Girl I've Got News For You, ur ganaouenn bet krouet gant The Birdwatchers e 1966.

Ne badas ket gwall bell e vicher ha ne voe savet nemet un albom gantañ — The Mardi Gras an titl anezhañ — hag a deuas e-maez e 1971 (embannet gant MAP City) :

Everyday I Have To Cry Some,
Come Along,
Letter Of Recommendation,
I Just Can't Help Myself But Believing,
Too Busy Thinking 'Bout My Baby,
Hold Me,
The Days,
I Was Born Again,
Girl I've Got News For You.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Bet ezel eus Joey and the Twisters ha Royal Teens kent.
  2. Bet ezel eus Joey and the Twisters kent.
  3. Bet ezel eus Royal Teens kent.