Margaret Drummond (rouanez Bro-Skos)

Margaret Drummond (1340–1375) a oa pried da David II ha rouanez Bro-Skos.

Merc'h e oa da Malcolm Drummond, marvet war-dro 1346, ha d'e bried Margaret Graham.

Dimezioù kemmañ

Margaret a zimezas da John Logie. Diouzh a ouzer n'o doe bugel ebet.Dont a reas da vout serc'h ar roue David II, intañv abaoe marv e wreg Joan of The Tower e miz Eost 1362.

Dimeziñ a reas da David II en Inchmurdach e Fife e miz C'hwevrer 1364. Bugel ebet n'o doe, ha David a fellas dezhañ terriñ an dimeziñ e miz Meurzh 1369 dre ma oa gaonac'h e wreg. Mont a reas Margaret da Avignon da-gaout ar pab da enebiñ ouzh an torr-dimeziñ graet e Skos.

Mervel a reas goude ar roue, ha goude an 31 a viz Genver 1375.