Margarete von Sachsen (1840-1858)

Ur pennad Margarete von Sachsen zo ivez.

Margarete Karoline von Sachsen, pe Marc'harid Saks, ganet d'ar 24 a viz Mae 1840 en Dresden, Sachsen, ha marvet d'ar 15 a viz Gwengolo 1858, da 18 vloaz, en Monza, en Italia), a oa arc'hdugez Aostria dre zimeziñ.

Margarete von Sachsen, maenengravadur gant Josef Kriehuber

He zud kemmañ

 
Margarete von Sachsen
 
Rouantelezh Sachsen

Merc'h e oa d'an dug Johann Iañ von Sachsen (1801-1873), breur d'ar roue Friedrich August Saks, ha da Amalie Auguste Bavaria. Nav bugel o doa ha margeret e oa an eizhvet anezho. Kalz anezho a varvas yaouankik.


Dimeziñ kemmañ

Dimeziñ a reas da 16 vloaz d'he c'henderv Karl Ludwig von Österreich, breur da Franz Joseph Iañ. Bugel ebet n'o doe.

He marv kemmañ

Daou vloaz goude hec'h eured e tapas an tifoid en Italia ha mervel a reas e Monza., da 18 vloaz.

Div wech c'hoazh ec'h addimezas he fried.