Margherita di Savoia (rouanez Italia)

Marc'harid Savia, pe Margherita di Savoia en italianeg, pe Margherita Teresa Giovanna, priñsez a Savoia, ganet e Torino d'an 20 a viz Du 1851 ha marvet e Bordighera d'ar 4 a viz Genver 1926, a oa rouanez Italia.

Margherita di Savoia
Luc'hskeudenn gant Henri Le Lieure

He buhez kemmañ

 
He foltred gant Luigi Montabone
 
Margherita gant he mab Vittorio Emanuele, 1877.

Merc'h e oa da Ferdinando Savoia (1822-1855), ha d'e bried Elisabeth von Sachsen.

Dimeziñ a reas d'he c'henderv Umberto Iañ Savoia (1844-1900), e 1868, hag a voe anvet da roue dek vloaz goude, e 1878. Ur mab o doe, Vittorio Emanuele, priñs Naplez (1869-1947), a voe anvet da roue evel Vittorio Emanuele III.


D'an 29 a viz Gouhere 1900 e voe lazhet he fried gant an anarkour Gaetano Bresci .

Skoazell a roas d'an arzourien ha skrivagnerien, d'ar Groaz Ruz, ha krouiñ aozadurioù evel ar Società del Quartetto, ha Casa di Dante, hag ivez ar faskouriezh italian.

Troet e oa gant krapat ar menezioù, ha hi e voe kentañ maouez o krapat gant ar menez Rose, eil kern uhelañ an Alpoù.


En enor dezhi e skrivas Giosuè Carducci un Ode alla regina d'Italia.

Beziet eo e-kichen he fried e Panteon Roma.

Traoùigoù kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Carlo Casalegno, La Regina Margherita, Einaudi editore, Torino, 1956.
  • Manlio Lupinacci, La Regina Margherita, Le lettere editore, Firenze, 2008.