Mari Bro-Saoz (1496-1533)

Mari Tudur (e kembraeg), pe Mary Tudor (e saozneg), pe Mari Bro-Saoz (1496-1533), a oa merc'h da Herri VII ha da Elesbed York.

Dimeziñ a reas e 1514, da 18 vloaz, da Loeiz XII (1462-1515), roue Bro-C'hall, 34 koshoc'h egeti, goude marv e bried Anna Vreizh (1477-1514). Un toullad mizioù goude e oa intañvez: hervez ar vrud he dije diviet he fried klañvidik en he gwele pa glaske kaout ur mab pennhêr. E-touez he dimezelled a enor e Bro-C'hall e oa ur plac'h yaouank anvet Anne Boleyn (1501 pe 1507-1536) .

Addimeziñ a reas Mari goude da Charles Brandon, dug Suffolk, hep asant he breur Herri VIII, ha droug er roue pa glevas, ma rankas an daou bried paeañ un dell-gastiz .


=He bugale kemmañ

Pevar bugel o doe Mary ha Brandon, div verc'h ha daou vab:

Daou vab Mary ha Charles a oa anvet Henry o-daou, ha se zo kaoz e vez droukvesk diwar o fouez alies, ma kreder eo ar memes paotr. An daou vab a varvas en bugale.