Maria Antonia Branconi

Maria Antonia Branconi, ganet von Elsener (1746-1793), a oa serc'h d'an dug Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig. Hennezh a oa dimezet d'ur briñsez saoz, Augusta von Hannover, hag a oa merc'h da zanvez-roue Bro-Saoz.
Brudet e oa da vezañ ar c'haerañ maouez en Alamagn. Mignonez e oa d'ar skrivagner alamanek Johann Wolfgang von Goethe.

Poltredet gant Anna Rosina de Gasc e 1770

Merc'h e oa da dud eus Alamagn aet da Italia da chom. Savet e voe ganto e Naplez. Da zaouzek vloaz e voe dimezet da Francesco de Pessina Branconi, hag ur verc'h hag ur mab o doe. Mervel a reas he fried en Here 1766), ha hi ugent vloaz. E miz Du 1766 e tegouezhas gant penhêr dugelezh Braunschweig a oa oc'h ober ur veaj-studi dre Europa goude e eured en 1764. Dont a reas da vezañ serc'h dezhañ ha mont a reas d'e heul da Vraunschweig, ma voe e bried-kleiz. Ur bugel o doe, Karl Anton Ferdinand (1767–1794). Maria Antonia Branconi a veve en he falez e Wilhelmstrasse e Braunschweig, ha perzh a gemere er gevredigezh. En 1774 e voe uhelaet, hag he bugale da-heul, gant an impalaer santel Joseph II, ma teuas da vout "von Branconi".

Terriñ a reas he darempred gant Karl pan eas-eñ gant Luise Hertefeld en 1777. Maria Antonia a veajas dre Europa, hag a vevas e Paris e 1787–1791. Ur mab he doe, Jules Adolph Marie, e 1788.

Levrlennadur kemmañ

  • Horst-Rüdiger Jarck (Hrsg.): Braunschweigisches Biographisches Lexikon. 8. bis 18. Jahrhundert, Seite 375, Braunschweig 2006, ISBN 3-937664-46-7
  • Norman-Mathias Pingel: Branconi, Maria Antonia, geb. von Elsner in: Braunschweiger Stadtlexikon, herausgegeben im Auftrag der Stadt Braunschweig von Luitgard Camerer, Manfred R. W. Garzmann und Wolf-Dieter Schuegraf unter besonderer Mitarbeit von Norman-Mathias Pingel, Ergänzungsband, Seite 25, Braunschweig 1996, ISBN 3-926701-30-7
  • W. Rimpau: Frau von Branconi., Zeitschrift des Harzverein für Geschichte und Altertumskunde 33 (1900), S. 1-176.
  • Genealogisches Handbuch des Adels, Adelslexikon Band II, Seite 55, Band 58 der Gesamtreihe, C. A. Starke Verlag, Limburg (Lahn) 1974