Maria Antonia an Div Sikilia

Ur pennad Maria Antonia zo ivez.

Maria Antonia an Div Sikilia, pe Maria Antonia di Borbone-Napoli pe Maria Antonietta en italianeg, pe María Antonia de Nápoles e spagnoleg (1784-1806), a oa ur briñsez eus rouantelezh Naplez a deuas da vezañ rouanez Spagn.

Maria Antonia an Div Sikilia (1784-1806), Rouanez Spagn.

He buhez kemmañ

Merc'h e oa da Ferdinando Iañ an Div Sikilia, roue an Div Sikilia, ha da Maria Karolina Aostria‎ (1752-1814). Maria Antonia e oa bet anvet gant he mamm e koun d'he moereb Marie-Antoinette Bro-C'hall (1755-1793), ar rouanez dibennet, a oa ken tost ouzh kalon he c'hoar vras Maria Karolina.

Dimeziñ kemmañ

 
Maria Antonia (ar pevare den adalek an tu kleiz), a-gevred gant he zud-kaer, roue ha rouanez Spagn, o weladenniñ skol-veur Valencia en 1802, un tamm goude hec'h eured. Poltred gant Vicente López Portaña (1772–1850).


E miz Here 1802, e Barcelona, e timezas d'he c'henderv spagnol Fernando, priñs Asturiez, da lavarout eo danvez roue Spagn.

Ur gwall zimeziñ e voe: divalav ha difeson e kave he fried.

Div golladenn a reas Maria-Antonia ha bugel ebet n'he doe. Bec'h he doe gant he mamm-gaer: pep hini anezho a grede e klaske eben lazhañ anezhi.


He marv kemmañ

Mervel a reas e 1806 e Palez Aranjuez gant an droug-skevent. He fried a voe roue e 1808. Kaoz a voe e oa bet kontammet gant ar rouanez María Luisa, hag he serc'heg Manuel Godoy. Kement-se n'halle ket bezañ, hervez an istorourien spagnol, met he mamm Maria Karolina Aostria‎ a oa sur a se.