Maria Maddalena (Piero della Francesca)

Ur pennad Maria Maddalena zo ivez.

Maria Maddalena zo ur murlivadur (190x105 cm) graet gant Piero della Francesca, war-dro 1460-1466 ha miret e-barzh iliz-veur San Donato, en Arezzo, e Toskana.

Maria Maddalena, gant Piero della Francesca

Gwisket eo ar santez gant ur c'hab ruz, war ur sae wer, liv arouez ar frouezhusted. Er c'hantved goude e vo gwelet al livioù flamm o tont da vezañ perzh pennañ skol Venezia.

Liammet eo an oberenn gant murlivadurioù ar Storie della Vera Croce en iliz-se en-eeun gant Piero e-doug daou frapad: etre 1452 ha 1458, hag etre 1459 ha 1466.