Maria Luisa di Savoia, Priñsez Lambal

Maria Luisa Teresa di Savoia (en italianeg), ganet e Torino e 1749 ha lazhet e Pariz e 1792, anavet ivez evel Mademoiselle de Carignan, Marie Louise de Savoie pe Madame de Lamballe, pe « priñsez Lambal » , a oa gouarnerez ti ar rouanez c'hall Marie Antoinette.

Maria Luisa di Savoia, Priñsez Lambal (1749-1792)

He buhez kemmañ

Merc'h e oa da Luigi Vittorio di Savoia, prince di Carignano ha da Christine von Hessen-Rotenburg, un nizez da Ernest Leopold von Hessen-Rotenburg, Landgraf Hessen-Rotenburg. O fevare bugel e oa. Tremen a reas he yaouankiz e Torino, ul lec'h sioul ha pell diouzh al lezioù bras.


Dimezet e voe en 1767 da briñs Lamballe, mab da zug Pentevr, hag a oa mab da gont Toulouse, ur mab bastard (ha savet en e wir) d'ar roue gall Loeiz XIV ha d'an Itron Montespan. Bloaz goude, da 19 vloaz, e oa intañvez.

Mignonez e teuas da vezañ d'an daofinez Marie Antoinette

 
Marv Maria Luisa di Savoia, Priñsez Lambal, d'an 3 a viz Gwengolo 1792. Taolenn gant Léon Maxime Faivre (1856-1941) e 1908.

Pa deuas an Dispac'h e voe lazhet gant an engroez, dibennet, ha baleet e voe he fenn e beg ur goaf.