Maria di Cosimo Iañ de' Medici

Maria di Cosimo Iañ de' Medici (1540-1557) a oa ur briñsez italian eus Firenze, merc'h henañ Cosimo Iañ de' Medici, dug-meur Toskana, hag e bried Eleonora di Toledo, marvet da 17 vloaz gant ar malaria. Poltredet eo bet gant Agnolo Bronzino.

Maria de' Medici poltredet d'he 11 vloaz gant A. Bronzino

C'hoar e oa da Isabella de' Medici. Dimezet e oa (hep bout euredet) da Alfonso II d'Este, met mervel a reas a-raok an eured. Desavet e voe gant he breudeur hag ur bugel eus ar speredekañ e oa. Pa ne gomprene ket he breur Francesco e gentel henc'hresianeg e ouie e gelennerien gervel Maria da zisplegañ dezhañ.

Hervez ur vojenn diwar he fenn, adskrivet el levr The Tragedies of the Medici gant Edgcumbe Staley (1845-1903), e veze diwallet kened Maria diouzh ar baotred, nemet daoust da se e teuas a-benn da vont e darempred, e kuzh, gant ur serc'heg yaouank, Malatesta de' Malatesti. Lazhet e vije bet gant he zad a-daolioù kontell pa gouezhas war an dousoù.

Levrlennadur kemmañ