Marie Adelheid zur Lippe

Marie Adelheid zur Lippe (1895 - 1993) zo ur briñsez alaman hag ur skivagnerez nazi. Merc'h e oa d'ar priñs Rudolf Lippe-Biesterfeld ha d'e bried Luise of Ardeck.

Brudet e oa da vezañ harperez an nazied. Kenlabourat a reas gant Richard Walther Darré, Ministr nazi al labour-douar. Skrivañ a reas meur a levr, hag embann troidigezhioù, evel levr Paul Rassinier, Le Drame des Juifs européens, lakaet ganti en alamaneg e 1964.

Dimezioù kemmañ

Teir gwech e timezas:

Oberennoù kemmañ

Meur a levr a sinas Marie Adelheid Prinzessin Reuss-zur Lippe ha Marie Adelheid Konopath a-hed he buhez.[1] Bruderezh evit ar mennozhioù nazi zo en holl anezho[2].

Romantoù kemmañ

  • Mutter Erde [Mamm Douar] (1935)
  • Die Overbroocks [An Overbroockien] (1942)

Barzhoniezh kemmañ

  • Gott in Mir [Doue ennon] (1921)
  • Weltfrommigkeit (1960)
  • Freundesgruss (1978

Arnodskridoù kemmañ

  • Das bist du [Se out-te] (1924
  • Deutscher Hausrat [Tiegezh alaman] (1936)
  • Nordische Frau und Nordischer Glaube [Merc'hed Nordek ha Relijion Nordek ] (1934)
  • Feiern im Jahresring (1968)[1]
  • Pennadoù er mizieg Odal. Monatssddchrift fur Blut und Boden (1932–1942)[1]

Troidigezhioù kemmañ

Desket e oa Marie Adelheid ha treiñ a reas diwar ar saozneg, hag ar galleg goude an Eil Brezel-bed. E-touez an oberennoù troet ganti:

  • Perpetual War For Perpetual Peace: A Critical Examination of the Foreign Policy of Franklin Delano Roosevelt, gant Harry Elmer Barnes [3].

Levrlennadur kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Gossman, p. 179.
  2. Gossman, p. 112.
  3. Gossman, pp. 112 and 179-180.