Marriagetoxin (japaneg: マリッジトキシン, Hepburn: Marijjitokishin, raloc'h Marriage toxin) zo ur manga japanat skrivet gant Joumyaku ha treset gant Mizuki Yoda. Da gentañ eo bet embannet digoust war an aplikadur poellgomz ha war al lec'hienn Shōnen Jump+ gant Shueisha. Kenderc'hel a ra an embann abaoe 2022. Shueisha en deus bet embannet ivez an heuliad e saozneg dre ar savenn internet hag aplikadur hezoug Manga Plus. Viz Media en deus prenet ar gwirioù evit an embann saoznek. E Breizh eo dre Crunchyroll.

Marriagetoxin
heuliad manga
Titlマリッジトキシン Kemmañ
AozerJōmyaku Kemmañ
Ti-embannJump Comics Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvjapaneg Kemmañ
Deiziad embann20 Ebr 2022 Kemmañ
SkeudennaouerMizuki Yoda Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://shonenjumpplus.com/episode/3269754496881854355 Kemmañ
Embannet eShōnen Jump+ Kemmañ
Arvesterien palShōnen Kemmañ

Istor kemmañ

Hikaru Gero zo ur paotr yaouank, diskennad ur c'hlan lazherien ampoezonerien. Ar c'hlan a vez anezhañ abaoe kantadoù a vloavezhioù. Buhez ar paotr a zo unan e tu fall ar gevredigezh, biken n'eus bet tu dezhañ bevañ ur vuhez evel an dud all. N'eo ket dedennet tamm ebet gant ar merc'hed ha nebeutoc'h c'hoazh gant an dimeziñ. Siwazh dezhañ, un deiz, pennoù ar c'hlan a embann e vo ret dezhañ dimeziñ ha degas un hêr d'ar c'hlan e mod all e vo rediet e c'hoar d'en ober evit saveteiñ al lignez. Dre ma ne fell ket d'an haroz e vefe rediet e c'hoar d'en ober, goulenn a ra gant unan eus e palioù muntr da zimeziñ gantañ. Siwazh dezhañ ur wech c'hoaz ne dro ket mat an traoù evitañ rak ar vaouez Mei Kinosaki a zo un treuzwisker heñvelreizh ha n'eo ket dedennet gant an dimeziñ. Gero a vo sikouret gant Kinosaki evit dont a-benn da gavout ur vaouez evit ur gwir dimeziñ karantez.

Liammoù diavaez kemmañ