Matāʻutu (e walliseg ; Mata-Utu e galleg) zo ur gêriadenn e Polinezia Frañs war Enez Wallis.

Mata Utu gwelet gant un dron a-us al lagon e 2018.

Pennlec'h tiriad tramor Wallis ha Futuna eo (dekred ar 14 a viz Kerzu 1999[1]). Ouzhpenn bezañ lec'h palez roueel Uvea ez eo sez melestradur uhel ar strollegezh hag al lez-varn nemeti, al lez-varn al labour nemeti, al lez-varn kenwerzh nemeti[2], al lez-varn velestradurel nemeti hag ar prizon.

Emañ ospital Sia e Mata-Utu ivez.

Dileuriet eo an tiriad er Vodadenn Vroadel gant ur c'hannad (dilennet dre vouezhiadeg hollek). Hiziv an deiz ez eo Sylvain Brial (LR).

Notennoù kemmañ