Maurice Trintignant

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Maurice Bienvenu Jean Paul Trintignant (bet ganet d'an 30 a viz Here 1917, e Sainte-Cécile-les-Vignes en Okitania, marvet d'an 13 a viz C'hwevrer 2005 e Nîmes, memes bro) a oa ur blenier redadegoù kirri eus Okitania en deus redet e Formulenn 1, dreist-holl, etre 1950 ha 1964, evit skipailhoù evel Gordini, Ferrari, Vanwall, Rob Walker pe Aston Martin, da skouer, o trec'hiñ div wezh. Redet en deus ivez en Andur ha gounezet en deus 24 eurvezh ar Mañs 1954, a-raok mont war e leve ha gwerzhañ gwin. Breur eo da Louis Trintignant, a oa ivez blenier redadegoù kirri, lazhet en esaeoù e 1933 gant Bugatti avat, hag eontr Jean-Louis Trintignant, an aktour, eo.

Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1

.