Ar mediastinum, pe poullkreiz, zo anezhañ ul lodenn eus kavenn ar brusk zo etre div lodenn ar skevent. Ennañ emañ ar galon, an treizher, ar vriant hag an div vronkezenn vras. Tremen a ra ivez drezi pikoloù gwazhied kas, kanolioù limfatek, hag elvaj. E berr gomzoù ez eo endalc'had kavenn ar brusk pa denner ar skevent.

Tresadenn eus ar mediastinum.

Rannet eo diwar emglev e :

  • mediastinum a-dreñv ;
  • mediastinum krenn ;
  • mediastinum a-raok, ennañ ar galon, an aortenn war bign, gwazhied ar skevent.

Kaset e vez da benn an enselladenn hollek a-drugarez d'ar skanner .