Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur melezour (pe milouer) zo un draezenn plaen he gorre, e gwer alies, hag a ziskouez skeudenn ar pezh a zo dirazañ. A-eilpenn eo aan tu kleiz hag an tu dehou er skeudenn distaolet, met mirout a ra he ment orin peurliesañ. Gant ur melezour e c'hall unan bennak en em welout, pe gwelout an traoù a zo a-dreñv dezhañ pe dezhi pe a-dreñv un dra all, pe gwelout un draa zo diaes da welout dindan ur c'horn bennak.

Narkis (Caravaggio, ~1598)

Ar melezour koshañ anavezet eo hini ur gorread dour sioul. Er mojennoù e vez kaoz eus merc'hed o sellout ouzh o skeudenn e melezour doureier sioul ar feunteunioù ha poulloù : nimfezed int, peurvuiañ. ur paotr avat a ra heénvel e mojenn Narkis.

An darn vrasañ eus ar melezourioù a vez fardet dre ledañ ur gwiskad tanav metalek, staen peurvuiañ, war unan eus tuioù ur blakenn wer.

Livouriezh kemmañ

XVIvet kantved
XVIIvet kantved
XVIIIvet kantved
XIXvet kantved
XXvet kantved

Lennegezh kemmañ

  • Melezour hud ar gontadenn hengounel Schneewittchen ("Gwennerc'h").
  • Through the Looking-Glass, and What Alice Found There ("En tu all d'a-dreuz ar melezour, ha petra a gavas Alis eno"), romant gant Lewis Carroll e 1872.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Sellit ouzh ar ger melezour er
wikeriadur, ar geriadur frank.