Melusine von der Schulenburg

Ehrengard Melusine von der Schulenburg, Dugez Kendal ha Dugez Munster (1667 – 1743), a oa ur gontez alaman, dimezell a enor gant Sophie von der Pfalz, pried Ernst August, a oa dilenner Hannover abaoe 1698.

Melusine von der Schulenburg
Melusine von der Schulenburg

He buhez kemmañ

Keniterv e oa da Dorothea von Velen, serc'h da Johann Wilhelm II, dilenner Pfalz, naplezek ha divugel.

Dont a reas Melusine da vout serc'h Georg Ludwig, mab da Ernst August, ha tri bugel da vihanañ he doe gantañ.

Bro-Saoz kemmañ

Pa voe anvet Georg Ludwig da roue Bro-Saoz e 1714 ez eas gantañ di da chom. Eno e voe anvet da Zugez Munster, en Iwerzhon.

He bugale kemmañ

Teir merc'h he doe

Marv Georg kemmañ

Mervel a reas Georg e 1727. Goude e varv he doe ur vran a grede dezhi e oa ar roue deuet en-dro d'he bete[1].

Mervel a reas Melusina e 1743, ha dizimez e oa, nemet e vije dimezet e kuzh da George Iañ, evel a gred lod.

Notennoù kemmañ

  1. Deary, Terry. Cruel Kings and Mean Queens. London: Scholastic, 1995. p. 42.


Levrlennadur kemmañ

  • Dietrich Werner Graf von der Schulenburg, Hans Wätjen: Geschichte des Geschlechts von der Schulenburg 1237-1983. Hempel, Wolfsburg 1984, ISBN 3-87327-000-5
  • Ragnhild Hatton: George I, Elector and King. Thames and Hudson, London 1978, ISBN 0-500-25060-X