Mentadur (yezhoniezh)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen mentadur (saoz.: timing) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus an doare ma vez ingalet silabennoù ur yezh resis e-keñver an amzer.

Daou doare mentadur pennañ ez eus:


Mentadur hervez ar silabennoù kemmañ

(Gwelit ivez ar pennad pennañ: "Mentadur hervez ar silabennoù")

Er yezhoù gante ur mentadur hervez ar silabennoù eo ingal dre vras an amzer a dremen etre pep silabenn daoust ha ma c'hell bezañ berroc'h pe hiroc'h pep silabenn hervez pep degouezh resis.

Mentadet hervez ar silabennoù eo ar galleg hag ar spagnoleg.


Mentadur hervez ar moraoù kemmañ

(Gwelit ivez ar pennad pennañ: "Mentadur hervez ar moraoù")

Ar yezhoù a ra gant moraoù kentoc'h evit gant silabennoù a vez mentadet hervez ar moraoù, da lâret eo dre ingalañ an amzer a dremen a vora da vora.

Mentadur hervez an taol-mouezh kemmañ

(Gwelit ivez ar pennad pennañ: "Mentadur hervez an taol-mouezh")

Er yezhoù gante ur mentadur hervez an taol-mouezh e c'hell pep silabenn bezañ berroc'h pe hiroc'h evit ur silabenn all, da lâret ec'h eo dizingal padelezh pep silabenn, en ur derc'hel termen an hevelep amzer dre vras etre pep taol-mouezh, da lâret eo ez eo ingal an amzer a daol-mouezh da daol-mouezh.

Disheñvel eo mentadur ar galleg hag ar brezhoneg ha pa gomzer galleg gant brezhonegerion a-vihanig e vez levezonet alies lusk ar yezh-se gant hini ar brezhoneg.

Kemmoù mentadur kemmañ

Bez' e c'hell kemmañ doare mentadur ur yezh resis a-hed ar wezh ha/pe dindan levezon ur yezh all.

Da skouer, dindan levezon substrat fonetikel an nahouatleg e seblant bezañ douget distagadur spagnoleg Mec'hiko da vezañ levezonet gant ar saozneg dre m'emañ techet da vezañ ur yezh mentadet hervez an taol-mouezh kentoc'h evit bezañ mentadet hervez ar silabennoù evel ar spagnoleg orin evel m'emañ komzet e Spagn hag e meur a lec'h all.

Gwelit ivez kemmañ

  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.