Amprevaned debrer-koad eo ar merien-gwenn a vez anvet termit ivez. Betek nevez zo e oant an amprevaned nemeto en urzhiad an isoptera, enni 281 genad ha 2600 spesad disheñvel renablet[1]. Bremañ koulskoude ez int renket e epikerentiad an Termitoidae en urzhiad ar Blattodea[2]. Bevañ a reont er broioù tomm dreist-holl, ma sav spesadoù zo neizhioù bras e douar chaoket gante, ar c'hrugelloù a gaver stank war pladennoù an Trovanoù. Anadet int abaoe ar Juraseg d'an nebeutañ[3].

Coptotermes formosanus, ur spesad merien-gwenn eus Taiwan. Gwelet a reer labourerien ha soudarded mesk-ha-mesk.

Bevañ a ra ar merien-gwenn diwar tammoù plant-marv dreist-holl, peurliesañ dindan stumm koad, delioù marv, douar, pe beuzelloù, ha war-dro 10 dre gant eus ar 4000 spesad (war-dro 2600 anezhe zo renablet en un doare skiantel) zo noazus war an dachenn ekonomikel hag a c'hell labezañ kalz framm ar savadurioù, an trevadoù pe ar c'hoadoù. Ar merien-gwenn zo debrerien bras a zilerc'hioù, er broioù istrovanel ha trovanel dreist-holl, hag oc'h adkelc'hiañ ar c'hoad hag ar plant o deus ur roll ekologel bras.

Amprevaned sokial int, ha bevañ ha reont e kevredigezhioù urzhasaet hag aozet e kastaoù gant pep a labour disheñvel. Pa vez ar c'hrugelladoù-se en o barr e c'hallont bodañ etre un nebeud kantadoù ha meur a vilion a hiniennoù. Ar c'hrugelladoù a implij reizhiadoù obererezh digreizennet, emurzhiet zo renet gant ur spered hed hag a gorvo mammennoù boued hag endroioù na vije ket gouest un amprevan e-unan d'ober. Ur grugellad dibar zo enni nimfennoù, labourerien, soudarded, gouennerien (pared ha parezed), hag a-wezhioù meur a rouanez a zozv vioù.

C'hwec'h spesad zo anavezet er C'hwec'hkogn hag unan hepken e Breizh, Reticulitermes santonensis, a vev da gustum etre norzh ar Gironde hag ar Vendée. Kavet e vez ivez muioc'h en norzh evel e traoñienn al Liger, e Breizh, e Normandi, en Enez-Frañs, ha kement zo).

Framm o c'hevredigezh kemmañ

Rouanezed ha rouaned kemmañ

 
Rouanez merien-gwenn (spesad Coptotermes formosanus), gant he c'hof stegnet, leun a vierezioù. Peurrest ar c'horf zo a vent gant hini ul labourer.

Ur barez he deus nijet, zo en em baret, hag a zozv vioù zo anvet ur rouanez. Ur mal en deus nijet, en em baret, hag a vev en ur grugellad zo anvet ur roue. Enklaskoù a oa renet gant teknikoù genetek da zizoleiñ an derez kerentiezh etre izili ur grugellad o deus diskouezet e oa gaou ar soñj e vez atav renet ar c'hrugelladoù gant ur c'houblad roueel unpried hepken. Kavet e vez alies meur a goublad gouennerien er memes krugell. E kerentiadoù ar Rhinotermitidae hag an Termitidae, ha marteze e re all e vefe ur par hepken (roue) er grugellad peurliesañ avat.

Pa vez en oad gour ez eo gouest ur rouanez da zozviñ ur bern vioù. Er spesadoù fizogastrek e c'hounez ar rouanezed ur c'houblad vierezioù ouzhpenn bep gwezh ma taolont o here. Abalamour da se ez eo distennet o c'hof ha kreskiñ a ra o gouestoni da zozviñ vioù. Gallout a reont produiñ ouzhpenn 2000 vi bemdez. Astenn a ra ar c'hov distennet korf ar rouanezed betek meur a wezh ar vent o doa a-raok en em barañ evit ar wezh kentañ ha miret a ra outi a fiñval, daoust ma vez sikouret gant labourerien. Krediñ a reer ez eo ar rouanezed mammenn feromonoù talvoudus evit kenstagadur izili er grugellad, a dremen eus an eil amprevan d'egile war un dro gant ar boued a eskemmont (trophallaxis).

Ar roue ne gresk nemet un tammig brasoc'h evit a-raok goude ar baradenn gentañ ha derc'hel a ra d'en em barañ gant ar rouanez a-hed e vuhez. Disheñvel-kenañ eo diouzh ar c'hrugelladoù-merien, ma'n em bar ar rouanez ur wezh hepken gant ar bared ha ma vir ar gametoù a-hed he buhez, dre ma varv pared ar merien nebeut goude an orinadur.

 
Div verienenn-wenn oc'h en em zizober eus o eskell goude en em barañ. e Maun, er Botswana.

Ar c'hasta askellek, anvet ivez kasta ar gouennerien, a vez graet eus an amprevaned yaouank a ya da sevel krugelloù merien-gwenn all hag a zo gouest da ouennañ. An amprevaned-se a vez peurliesañ ar merien-gwenn nemeto gant lagadoù diorroet-mat, daoust m'o deus al labourerien lagadoù kevrennek diorroet-mat e spesadoù eoster zo, hag, e spesadoù all, soudarded zo o deus lagadoù ivez. Ar merien-gwenn zo war-nes dont da vezañ amprevaned askellek (diglok eo o zreuzfurmadur) a ya d'ober un iskasta e lod eus ar spesadoù, a dalvez da labourerien ("pseudergates") hag ivez da ouennerien c'hallus ouzhpenn. Gouest eo an hiniennoù-se da gemer lec'h ur ouennerez varv hag, e spesadoù zo d'an nebeutañ, e krog meur a hini da ouennañ war un dro pa varv ar rouanez kentañ.

Er broioù e lec'h ma vez ur c'houlz-amzer sec'h e kuita an amprevaned askellek an neizh a hedadoù bras goude ar c'hentañ glav stank eus koulz-amzer ar glav. E broioù all e c'hall bezañ taolet hedoù a-hed ar bloaz, pe aliesoc'h, da vare an nevezamzer pe an diskar-amzer. An termited zo nijerien fall a-walc'h a vez kaset aes gant an avel pa c'hwezh ken kreñv ha 2 km/h well-wazh. Koll a reont o eskell buan goude bezañ kouezet war an douar en ul lec'h mat a-walc'h, e lec'h m'en em baront ha ma klaskont sevel un neizh en ur pezh koad gleb pe en douar.

Al labourerien kemmañ

 
Ul labourer

Karget eo al labourerien da zastum boued, d'e sanailhañ, d'ober war-dro ar grouañs hag an neizh, hag e spesadoù zo eus ul lodenn eus difenn ar grugellad. Ar c'hasta-se an hini a weler peurliesañ eta pa zizoloer merien-gwenn. Karget eo o c'hasta da ismoriñ keluloz o boued.

Ar pep brasañ eus al loened n'int ket evit ismoriñ keluloz abalamour ma n'o deus ket enzimoù kelulolitek. Ar merien-gwenn avat a c'hall hidrolizañ ar c'heluloz a-drugarez da vikrobiota o reizhiad ismoriñ[4]. Ar merien-gwenn hag ar protisted skourjezek simbiotek a vev en o bouzelloù a c'hall produiñ kelulaz o-daou[5]. Koulskoude, 75% eus holl ar spesadoù termited ne heberc'hont ket a organegoù kelulolitek skourjezek en o reizhiad ismoriñ. Elfennoù zo a laka da soñjal avat abaoe 2007 e ve bakteri a gemerfe perzh ivez e koazhadur ar c'heluloz e korf lod eus ar spesadoù-se evel Nasutitermes takasagoensis[6].

En holl ar spesadoù merien-gwenn e vez bouetaet holl izili ar grugellad gant al labourerien gant danvezioù a zeu eus koazhadur ar c'heluloz, ha roet dre o genoù pe o fraezh. An argerzh boueta an eil ezel eus ar grugellad gant egile zo anvet trophallaxis hag unan eus abegoù eus berzh vat ar strollad eo. Dieubiñ a ra ar ouennerien eus an trevell da voueta estreget kentañ rummad o diskennidi, ar pezh a ro tu d'ar strollad da greskiñ kalz muioc'h. Tremen a ra ivez e-giz-se ar simbioted eus an eil rummad d'egile. Lod eus ar spesadoù merien-gwenn n'o deus ket a gasta labourerien gwirion, hag e vez kaset o labour da benn gant nimfoù(Daveoù a vank).

Soudarded kemmañ

 
Poltred eus un dermitenn soudard (Macrotermitinae) gant garvanoù ledanoc'h e Delta Okavango.
 
Soudard eus ar spesad Stolotermes ruficeps

Kasta ar soudarded en deus un emzalc'h hag ur gorfadurezh arbennikaet, a ro dezhe un nerzh hag un hobrejon zo talvoudus en emgannoù a-enep an dagerien. Cheñch a ra kementad ar soudarded en ur grugellad hervez ar spesadoù hag e diabarzh ar spesadoù war un dro. Kalz soudarded o deus karvanoù ken bras ma n'hallont ket debriñ o-unan, hag evel ar re yaouank e vezont bouetaet gant al labourerien. En iskerentiad Nasutitermitinae ez eus soudarded gouest da strinkañ liñvennoù noazus ouzh o enebourien. Toulloù eeun er penn a daol liñvennoù difenn a gaver ivez er c'herentiad Rhinotermitidae. Kalz spesadoù a vez anavezet aes diouzh perzhioù penn, pe karvanoù o soudarded.

Notennoù kemmañ

  1. (en) S. Kambhampati, P. Eggleton, Termites, evolution, sociality, symbioses, ecology, T. Abe, D. Bignell, M. Higashi, Kluwer Academic Publisher, Dortdrecht, 2000
  2. Inward et al., 2007 ha Legendre et al., 2008
  3. Advanced Early Jurassic Termite (Insecta: Isoptera) Nests: Evidence From the Clarens Formation in the Tuli Basin, Southern Africa
  4. Breznak & Brune 1994
  5. Ohtoko et al. 2000; Watanabe & Tokuda 2001; Nakashima et al. 2002; Watanabe et al. 2002; Inoue et al. 2005
  6. Tokuda, G; Watanabe, H (22 June 2007). "Hidden cellulases in termites: revision of an old hypothesis". Biology Letters 3 (3): 336–339. doi:10.1098/rsbl.2007.0073. PMC 2464699. PMID 17374589.