Miletos (e gresianeg kozh Μίλητος / Mílêtos; turkeg Milet) a oa ur geoded c'hresian, ur polis ionian gant ur porzh mat war aod kornôg Azia Vihanañ, e-kichen ar stêr Meandros (Mendérèh e turkeg). Hiziv emañ e proviñs Aydin.

Porzh ha marc'had Miletos adsavet. Gwelout a reer an nor vras adsavet a zo diskouezet er Pergamon Museum e Berlin e krec'h, en dorn kleiz
Marc'had Miletos, er Pergamon Museum e Berlin
An agora hag ar pozh kozh
Stoa ionek war an hent sakr
C'hoariva Miletos
C'hoariva Miletos
C'hoariva Miletos
Amfiteatr Miletos
Kartenn eus Lidia : Miletos ha keodedoù all

Mojenn kemmañ

Hervez Homeros (Ilias, levrenn II) e oa ur geoded karian da vare brezel Troia. Er mojennoù gresian e lavarer e oa bet savet ar geoded gant un haroz anvet Miletos hag a dec'has diouzh Kreta abalamour da warizi ar roue Minos, da vont da repuiñ d'ur vro anvet 'Anaktoria' kent, hag e vije bet savet ar geoded gant Miletos goude dezhañ trec'hiñ ur ramz anvet Asterios, mab Anaks.

Istor kemmañ

Menegiñ a reer Miletos evit ar wezh kentañ e bloazdanevelloù hittit ar roue Mursilis II dindan an anv a Millawanda. E 1320 kent J.-K. e oa bet harpet ganti an emsavadeg renet gant Uhha-Ziti, eus Arzawa, a-enep an impalaeriezh hittit.

Dont a reas kêr Miletos da vezañ unan eus daouzek keoded Ionia, en Azia Vihanañ, dezhi ur porzh a-zoare. E-pad ar VIIvet kantved kt JK hag ar VIed kantved kent J.K. e savas Miletos kalz trevadennoù er Mor Du, ma voe ur vro c'halloudus war vor. Gant Herodotos ez eus bet renablet 90 trevadenn savet gant Miletos, en o zouez : Appolonia, Odessos, Tomis, Histria, Tyras, Olbia, Panticapaeum, Theodosia, Tanais, Phanagoria, Pityus, Dioscurias, Phasis, Trapezunt, Kerasos, Kotyora, Amisos, Sinope, Kytoros, Sesamos.

Bras e oa bet he sked e fin ar VIIvet kanved dindan tiranterezh Thrasibulos, met goude ma voe kaset hemañ kuit e c'houzañvas ur prantad reuz ha diemglevioù diabarzh feuls. Lakaet e oa bet un termen dezhe a-benn ar fin gant tredeoged Paros a lakaas ar galloud e daouarn ar berc'henned douaroù.

E-doug ar VIed e vevas eno ar brederourien Thales Miletos, Anasimandres, Anasimenes hag un tamm diwezhatoc'h Hekataios Miletos al logografour hag ar barzh Fokilides.

Pa zegouezhas ar B/Persed e lakajont Hitiaios da dirant war ar geoded. Diwezhatoc'h ez eas hemañ da guzulier da Suse hag e voe renet ar geoded gant e vab-kaer Aristagoras. Broudañ a rejont o-daou en un doare disheñvel, e -499, Emsavadeg Ionia enep Persia. Lakaet e voe an demokratiezh da ren e Miletos hag a skoulmas un emglev gant ar c'heodedoù ionian all. Aristagoras a yeas da glask skoazell enep ar Bersed e keodedoù gresian Europa. Nac'hañ a reas Kleomenes Iañ, Roue Sparta, met ur skoazell vihan a voe kaset gant Athenes. A-benn nebeud koulskoude e oa bet trec'het an Ionianed. Kemeret e voe Miletos gant ar Bersed goude ur seziz e 494 ha devet gante. Harluet e voe hec'h annezidi e Suse, Kerbenn ar Bersed.

Adsavet e voe Miletos e 479, kemer a reas perzh e Kevre Delos ha goude se en em savas a-enep beli Aten e 412. Gallout a reer menegiñ e-touez Miletoziz vrudet an amzer-se Aspasia, serc'h Perikles, Hippodamos, kêraozour ar Pire, hag ar barzh Timothe.

Er IVed kantved, e tremenas Miletos dindan veli Mausole. E 334, e voe kemeret gant Aleksandr Veur.

Brudet e veze ar geoded-se evit an dilhaderezh a oa enni. Ar gloan a veze produet eno a veze sellet outi evel an hini gwellañ er bed en Henamzer.

Anv zo eus Miletos en Testamant Nevez rak eno e kejas an abostol Paol gant re henañ iliz Efez a-raok bezañ harzet ha kaset da Roma evit bezañ barnet. Er geoded-se ivez e tiskuizhas Trofimus, unan eus kompagnoned beaj Paol, pa oa bet klañv.

E-kerz ar marevezh bizantian e teuas Miletos da vezañ annez arc'heskobed. D'ar c'houlz-se e oa bet savet ar c'hastell bizantian bihan anvet Castro Palation, war ar menez, e-kichen ar gêr.

Turked Seljouk a reas o annez er gêr en 12ed kantved hag a liammas darempredoù kenwerzh gant Venezia.

Implijet e voe ar gêr evel ur porzh d'ar c'houlz ma oa renet Anatolia gant an Otomaned. Pa voe stanket ar porzh gant al lec'hid e voe dilezet ar gêr. Hiziv emañ he dismantroù tost da 10 kilometrad diouzh ar mor.