Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur vilin-dour pe ur vilin-zour (liester : milinoù-dour) a zo ur vilin savet en ul lec'h ma c'haller tennañ splet eus nerzh (energiezh) an dour a red pe a ya d'an traoñ ken e c'heller lakaat un ardivink, pe meur a hini, da fiñval. Gant al lusk roet da rodoù ha loc'hennoù an ardivink e c'heller fardañ boued, paper, gwiaderezh, dir pe draoù all pe broduiñ tredan.

Milin-dour
Rod-vilin skoet gant an dour o tont eus an nec'h
Rod-vilin skoet gant an dour o tont eus an nec'h

Istor ar milinoù-dour kemmañ

Henamzer gresian ha roman kemmañ

Roudoù koshañ ar milinoù-dour er bed gresian a c'hell bezañ kavet e skridoù Filo eus Bizañs en deus savet ur skrid war ar mekanikerezh e-kreiz an 4e kantved kent JK[1].
An darnvuiañ eus ar milinoù-dour a veze implijet gwechall evit malañ greun an ed, met ivez evit ar foulerezh hag ar mengleuzerezh (heskennat ar marmor). Ar Romaned a save milinoù-dour gant rodoù war neuñv pe staget hag astennet o eus an implij anezho e pep korn eus o impalaeriezh. Pa veze ar rod a-blaen e raent "milin-dour gresian" eus an ardivink ha "milin-dour roman" pa oa ar rod a-serzh. Simploc'h e oa "ar re c'hresian" (milin-grufel e brezhoneg), met ezhomm ez eus eus un tizh bras gant red an dour. Kempleshoc'h e vez ar milinoù mod-roman da sevel (milin-groajel e brezhoneg) pa 'z eus ezhomm eus rodoù dantet evit kas ar c'halloudezh eus un ahel a-blaen d'unan all a-serzh.
E kêriadenn Barbegal e-barzh kumun Fontvielle, eo bet savet en eil kantved ur greizennad milinoù-dour gant 16 rod lakaet da dreiñ gant an dour degaset a-bell gant un dourbont. Jedet eo bet e c'hellfe ar greizennad produiñ war-dro 4,5 tonenn a vleud evit bastañ da ezhommoù kêr Arles, 10 km alese, a oa 12 000 annezer er mare-se.
Ur greizennad all eus ar seurt-se a zo bet savet e Roma hag enklozet gant mogeriad Aorelian.
E-barzh skridoù Vitruvius e kaver roudoù eus milinoù-dour implijet evit kas an dour uheloc'h. Implijet e veze ar mekanikoù kemplezh-se pe evit degas dour d'ar feunteunioù pe evit riboulañ an dour a zeu e foñs ar mengleuzioù (roudoù ar ribouloù galian-ha-roman-se a zo bet kavet e Spagn (mengleuzioù arc'hant Rio Tinto) hag e Bro-Gembre.
Milinoù-mor, lakaet da dreiñ gant al lanv, a zo bet implijet gant ar Romaned ivez hag unan anezho a zo bet kavet he roudoù war ribl ar stêrig Fleet e Londrez.

India kemmañ

En India e veze savet milinoù-dour en Henamzer, met diaes eo kompren ul lavarenn sañskritek, deiziadet eus kreiz an 3e kantved kent JK. Pelloc'h e kaver deskrivadurioù milinoù-dour India e-barzh testennoù arabek ha persek (goude ar 6vet kantved) hag e c'heller intent dre-se eo bet drevezet an Arabed koulz hag ar Bersed gant an Indianed kozh.

Sina kemmañ

E Bro-Sina ez eus roudoù eus milinoù-dour ken kozh hag an 3e kantved kent JK (Tiernelezh Han), met evit malañ pe diruskañ ar greun nemetken.
Meur a rod a-blaen a veze implijet ha rodoù a-serzh ivez.
E 31 kent JK e kavas an ijinour Du Shi ma c'hellfe bezañ implijet an dour evit reiñ lusk da c'hwezerezioù implijet evit produiñ an dir diwar ar fornelloù uhel[2]. Kemplezh e oa ar mekanik-se p'en doa ezhomm lakaat un toullad rodoù dantet, ahelioù ha loc'hennoù ennañ.

 
Milin-dour grufel evit diruskañ ar greun, livet e mare an Tiernelezh Song (960–1127).

Broioù an Islam kemmañ

Krennamzer kemmañ

Deskrivadur elfennoù pennañ ar milinoù-dour kemmañ

P'emañ savet ur vilin-dour war ribl ur stêr pe ur wazh-dour eo ret degas ar muioc'h posupl a nerzh d'ar rodoù aojellek. War ar stêrioù bras n'eus nemet staliañ ar rodoù aojellek e kreiz an dour kenstur d'he red. War peulioù e prenn pe war bilieroù pe war dolzennoù e maen e z eus bet savet milinoù-dour war ar Saena, an Indre, ar Cher ha meur a stêr ledan ha dezhi ar red ingal a-walc'h.
War ar stêrioù bihan hag ar wazhioù-dour, pa n'eus ket ur red bras pe ingal e vez kleuziet ur c'han-dour a-hed an draoñienn ken e chom e live uheloc'h eget hini an dourredenn.

Sellet ivez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù kemmañ

  1. M. J. T. Lewis, Millstone and Hammer: the origins of water power (University of Hull Press 1997)
  2. Woods, p. 51.