Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Milzoull

Deskrivadur kemmañ

Ur blantenn c'heotennek eus kerentiad ar Clusieged e-barzh genad an Hypericum eo ar Milzoull.

Meur a spesad milzoull a vez kavet :

  • Milzoull toull = Hypericum perforatum
  • Milzoull bleunioù bras = Hypericum calycinum
  • Milzoull dilikat = Hypericum pulchrum
  • Milzoull hiriset = Hypericum hirsutum
  • Milzoull brizh = Hypericum maculatum
  • Milzoull deliek = Hypericum perfoliatum
  • Milzoull menez = Hypericum montanum
  • Milzoull androzem = Hypericum androsaemum
  • Milzoull palud = Hypericum palustris

Annez kemmañ

Ur blantenn ouez eo, kar-an-heol ha kar-ar-raz, hag a gresk aes-tre war ribloù an hentoù, gwrimennoù ar c'hoadoù, ar pradoù hag ar c'hleuzioù sec'h.
N'eo ket evit gouzañv nag ar glebor hag an disheol.
Kavet e vez en Europa a-bezh, en Azia, e Norzhafrika hag e Norzhamerika.