Mitsubishi A6M

(Adkaset eus Mitsubishi A6M2)

Ar Mitsubishi A6M “Zero” a oa ur chaseour bombezer skañv implijet gant Morlu impalaerel Bro-Japan e bourzh an ien nijerezed eus 1940 da 1945. Daoust ma oa Zeke e anv kod ofisiel e-touez ar Gevredidi e oa anavezet gwell dre e lesanv a Zero, deuet eus e anv er morlu impalaerel, chaseour bourzh a seurt 0, da lâret eo Rei shiki Kanjo sentoki (零式艦上戦闘機), berraet en un doare ofisiel e Rei-sen eus tu ar Japaned. Ar berradur a veze implijet ar muiañ avat e-touez an nijerien japanat eus ar mare-se (evel e-touez ar Japaned hiziv) a oa Zero-sen, rak ar gerioù saoznek zero ha gallek zéro a oa bet degaset e Bro-Japan e diwezh an XIXvet kantved gant an ijinourien saoz ha gall a veze degemeret evit sevel un industriezh hag un arme vodern. Anavet e oa an nijerez eta dindan an anv Zero e-touez ar Gevredidi ha Zero-sen e-touez ar Japaned.

Mitsubishi A6M2
aircraft family, fighter
Iskevrennad euscarrier-capable fighter monoplane with 1 engine, military monoplane with 1 tractor-piston-propeller engine, fighter Kemmañ
Implijcarrier-capable fighter Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
StadJapan Kemmañ
Lakaet er servij1940 Kemmañ
Service retirement1945 Kemmañ
ManufacturerMitsubishi Heavy Industries Kemmañ
First flight1 Ebr 1939 Kemmañ
ArmamentType 99 Kemmañ
Powered byNakajima Sakae Kemmañ
Military designationA6M, Zeke Kemmañ
DiorroerMitsubishi Heavy Industries, Mitsubishi Kemmañ
Treset gantJiro Horikoshi Kemmañ
OberataerMorlu Impalaeriezh Japan, Imperial Japanese Naval Air Service Kemmañ
Deskrivet dreFlying Legends Kemmañ
Un nijerez chase japanat Mitsubishi A6M2 "Zero" eus an eil gwagenn o tibradañ diouzh an douger nijerezed Akagi d'ar 7 a viz Kerzu 1941 diouzh ar beure, a-raok tagadenn Pearl Harbor
Zeroioù eus an eil gwagenn o c'hortoz dibradañ diouzh ar Shokaku a-raok tagadenn Pearl Harbor

Pa oa kroget d'ober gantañ abred en Eil Brezel-bed e veze sellet ouzh ar Zero evel an hini varrekañ er bed a-douez an nijerezioù emgann kaset gant un douger-nijerezioù, war un dro embregadus-kenañ ha gouest da vont pell-kenañ[1]. En taolioù emgann kentañ e c'hounezas ar Zero ur vrud vojennel evel karr-nij emgann, gant 12 karr-nij diskaret evit pep zero distrujet[2], met e-kreiz 1942 ur meskaj taktikoù nevez hag an implij eus ur sterniadur gwelloc'h a roas an tu da nijerien ar Gevredidi d'en em gannañ gant ar Zeroioù en un doare kempouesoc'h[3]. Implijet e veze ivez an nijerezed-se gant an IJNAS alies evel chaseourien diazezet war an douar. E 1943, gwanderioù a denne da zesign ar c'harr-nij hag an diouer a gefluskerioù galloudusoc'h a lakaas ar Zeroioù da goll muioc'h-mui a efedusted a-enep chaseourien nevez ar Gevredidi o doa un nerzh tennañ, un hobrejon, hag un tizh brasoc'h, hag a oa tost o embregadusted da hini ar Zeroioù. Daoust d'ar Mitsubishi A6M da vezañ erru dispred e 1944 ne voe ket kemeret e lec'h morse penn-da-benn gant seurtoù nijerezed japanat nevesoc'h. E-pad bloavezhioù diwezhañ Brezel ar Meurvor-Habask e voe implijjet ar Zeroioù evel karr-nij kamikaze[4] E-doug ar brezel e voe savet muioc'h a Zeroioù evit forzh peseurt karr-nij japanat all[5].

Notennoù kemmañ

  1. Hawks, Chuck. "The Best Fighter Planes of World War II." chuckhawks.com. Retrieved: 18 January 2007.
  2. Thompson with Smith 2008, p. 231.
  3. Mersky, Peter B. (Cmdr. USNR). "Time of the Aces: Marine Pilots in the Solomons, 1942–1944." ibiblio.org. Retrieved: 18 January 2007.
  4. Willmott 1980, pp. 40–41.
  5. Angelucci and Matricardi 1978, p. 138.