Mobutu Sese Seko Nkuku Ngbendu wa Za Banga (ganet Joseph-Désiré Mobutu d'ar 14 a viz Here 1930 - 7 a viz Gwengolo 1997) a voe eil prezidant Republik Demokratel Kongo adalek 1965 betek 1997.

Mobutu Sese Seko
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRepublic of the Congo (Léopoldville), Zair Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMobutu Sese Seko Kuku Ngbendu wa Za Banga Kemmañ
Anv ganedigezhJoseph-Désiré Mobutu Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 Her 1930 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLisala Kemmañ
Deiziad ar marv7 Gwe 1997 Kemmañ
Lec'h ar marvRabat Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvprostate cancer Kemmañ
Lec'h douaridigezhRabat Kemmañ
PriedBobi Ladawa Mobutu, Marie-Antoinette Gbiatibwa Gogbe Mobutu Kemmañ
BugelNzanga Mobutu, Kongulu Mobutu, Giala Mobutu Kemmañ
Den heverkWilliam Close Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlingala, galleg, Ngbandi Kemmañ
Micherpolitiker, kazetenner, milour Kemmañ
Kargprezidant Republik Demokratel Kongo, Presidant Aozadur an unaniezh afrikan Kemmañ
Bet war ar studi eCollège du Léman Kemmañ
Lec'h annezGbadolite, Rabat Kemmañ
Strollad politikelPopular Movement of the Revolution Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Grad milourelmarshal Kemmañ
BrezelCongo Crisis, Shaba II, Chadian–Libyan War, Angolan Civil War, Brezel kentañ Kongo Kemmañ
Korf an armeForce Publique, Armed Forces of the Democratic Republic of the Congo Kemmañ
LuskadAuthenticité Kemmañ
Mobutu e 1983

Goude bezañ bet en arme e voe kazetenner hag emezelañ a reas d'an MNC (Mouvement National Congolais), strollad Patrice Lumumba. Goude dizalc'hiezh ar vro d'an 30 a viz Even 1960 e voe anvet e penn arme Kongo pa oa Joseph Kasa-Vubu prezidant ha Lumumba ministr kentañ. Buan e tarzhas un enkadenn vras er vro hag enebiezh etre Kasa-Vubu ha Lumumba. D'ar 14 a viz Gwengolo ec'h aozas Mobutu un taol-nerzh, sikouret gant ar CIA, ha herzel Lumumba. Pemp bloaz goude, d'ar 25 a viz Du 1965, e tistroadas ar prezidant Kasa-Vubu ha mont da eil prezidant Kongo.

E 1967 e krouas an MPR (Mouvement Populaire de la Révolution), strollad politikel nemetañ aotreet, ha rediañ holl annezidi ar vro da emezelañ ennañ. E 1971 e cheñchas anv ar vro da Zair, reiñ urzh d'an annezidi dilezel o anv european evit anvioù afrikan ha rediañ ar wazed da wiskañ an abacost. E 1972 e kemeras an anv Mobutu Sese Seko Nkuku Ngbendu wa Za Banga, berraet e Mobutu Sese Seko.

Kas a reas soudarded da skoazellañ an FLNA a-enep an MPLA komunour en Angola e 1975. E 1977 ha 1978 eo Agostinho Neto an hini hag a skoazellas emsavidi katangat a-benn gwanaat renad Mobutu.

Pa echuas ar Brezel Yen e 1990 e paouezas ar sikour roet d'e renad gant SUA ha kreskiñ an enebiezh outañ e diabarzh ar vro. Aotren a reas neuze ar strolladoù politikel all.

Brezel kentañ Kongo a grogas e miz Du 1996 ha d'ar 16 a viz Mae 1997 e voe aloubet Kinshasa gant soudarded Laurent-Désiré Kabila. Mobutu, klañv gant ur c'hrign-bev, a rankas tec'hel kuit ha kavout repu e Togo ha Maroko ma varvas d'ar 7 a viz Gwengolo 1997.