Ur yezh aljek eus is-skourr eus yezhoù kreek-montagnek-naskapiek eo ar montagneg (innu aimun), komzet gant 8 483 den diwar 10 000 a dud e 11 kumuniezh-yezh e Kebek ha Labrador e Kanada (1987).

Montagneg
(Innu aimun)
Perzhioù
Komzet e : Kanada
Rannved : Kebek, Labrador
Komzet gant : 8 483 (1987)
~ 16 000 (2005)
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù aljek

 Yezhoù algonkek
  Yezhoù kreek-montagnek-naskapiek
   Kreeg
   Montagneg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh : hini ebet
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
ISO 639-2 alg
ISO 639-3
Kod SIL MOE
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Div rannyezh a zo hervez an doare ma vez distaget an l o tont eus ar c'hentalgonkeg:

  • Montagneg ar c'hornôg (rannyezh-l): 5 866 den e 4 c'humuniezh-yezh (Mashteueiash, Betsiamites, Uashat pe Maliotenam ha Matimekush e Kebek)
  • Montagneg ar reter (rannyezh-n): 2 617 den e 7 kumuniezh-yezh (Natashquan, Mingan, La Romaine, Pakuashipi e Kebek ha Sheshatshit e Labrador).

N' emañ ket ar yezh-mañ en arvar da vont da get hag implijet eo bet evit kelenn er skolioù e Betsiamites nevez zo.

Skouerioù yezh kemmañ

Testenn skouer kemmañ

Ushkat ka takushinin ute, tshekuan tshipetati? Tshipetati a tshuenutishiun? Mauat tshia? (a-raok|ma|dont|amañ||petra|te-kaout degas)(Te-kaout degas|hag-eñ|da-fortun)(Nann|neket?)

Frazennoù skouer kemmañ

  • Innu-aimi ma! Komz montagneg 'ta!
  • Kuei! Demat!
  • Tan eshpanin? Mont a ra mat?
  • Niminupan Mont a ra
  • Tan eshinikashin? Pe anv oc'h?
  • Tanite etutein? Eus pelec'h e teuit?
  • Tshekuan etutamin? Petra a rit?
  • Eshe Ya
  • Mauat Nann
  • Tshi nashkumatin Trugarez
  • Iame Kenavo

Yezhadur kemmañ

Ur yezh an hini eo ma ra an diforc'h ivez etre traoù bev ha traoù n'int ket.

Gwelet

Traoù bev Traoù n'int ket bev Troidigezh
Nuapmau Nuapaten E welet a ran
Tshuapmau Tshuapaten E welet a rez
Uapmeu Uapatam E welet a ra
Nuapmanan Nuapatenan E welet a reomp (ni hepdout)
Tshuapmananu Tshuapatenanu E welet a reom (ni ganit)
Tshuapmauau Tshuapetenau E welet a rit
Uapmeuat Uapatamuat E welet e reont


Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ