Ar montoneros a oa un aozadur politikel ha damsoudardel peronour en Arc'hantina hag a voe oberiant etre 1970 ha 1979. Fellout a rae d'ar montoneros e tistroje ar jeneral Juan Domingo Perón evit sevel ur sistem politikel graet « Sokialouriezh Vroadel » anezhañ.

Ar strollad a vode peronourien yaouank eus tu-kleiz-pellañ ar justisouriezh. E penn kentañ an emsav e savas a-du Perón ha pennoù bras ar justisouriezh ganto. Koulskoude e trenkaas ar jeu etre ar beronourien a-gleiz ha peronourien a-zehou goude lazhadeg Ezeira e-lec'h ma tennas ar re-se war ar vontoneros hag ar yaouankiz peronour, e 1973. E 1974 e kondaonas Perón ar vontoneros e-kerz ur brezegenn e miz Mae 1974.

Mont a reas ar vontoneros a-zindan guzh, oc'h ober gwalldaolioù ha skrapadegoù. Diskaret e voe ar strollad e-pad gouarnamant Isabel Perón ha dreist-holl e-kerz an diktatouriezh soudardel (1976-1983).