Evit al loen a vev er mor, gwelet Morgad.

Morgad zo ur gêriadenn war vord an aod e kumun Kraozon, e Gourenez Kraozon. Ul lec'h touristel-kenañ eo.

Mougevioù Morgad.

Anv kemmañ

Hervez ur martezeadenn e teufe anv Morgad eus Ergat, un penn-braz bretoned a eñ defe krouet ar gêriadenn. An den se e vefe deuet Sant Ergad.

Douaroniezh kemmañ

Lec'hiadur kemmañ

Ouf Morgat, e bae Douarnenez, zo etre Beg ar Gador ha Beg Rulianek.

Gwechall e oa ur porzh evit pesketa ar sardin ha neuze an ton.

Ur pozh-bageal eo dreist-holl bremañ.

Sterioù kemmañ

Bez zo daou gwazhioù-dour bihan:

  • al Loc'h, a-hed an iliz,
  • Toul-an-traez, e-kichen Otel Ar Vor.

Douarouriezh kemmañ

Mougevioù kemmañ

Brudet-kenañ eo Morgat evit e mogevioù. E-touez ar re brudetañ:

  • mogev an olifant, e Beg Rulianek
  • mogev San Vorant (Sainte Marine) ha Siminal an Diaoul en Beg ar Gador
  • mogev an Otel e Porzh-Aor.

Deskrivet int bet gant skrivagnerien evel Flaubert pe A Marteville.

Istor kemmañ

Henamzer kemmañ

Krouet e oa Morgat e-pad an Impalaeriezh Roma.

Kavet eo bet un nebeud moneiz romanez deus ar bloavezhioù 250 g. J.K. Diazezet e oant en ul lestr kuzet en ur beol garum.

XIXvet kantved kemmañ

Emporzhiet e oa halen (50 tonenn e 1830) ha ezporzhiet sardin gwasket (130 tonenn e 1830.

Da virout ar c'hig hag ar pesked debret e-pad ar goañv e servije an halen.

XXvet kantved betek bremañ kemmañ

Krouet eo bet an hañvlec'h Morgat e deroù an XXvet kantvet war atiz A Peugeot.

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù kemmañ