Prantadoù kentañ ar strollad kemmañ

Morphine a oa ur strollad rock savet e 1990 e Boston (Massachusetts) get Mark Sandman, tri ezel a yae d'ober ar strollad-mañ. Anavezet a-gozh e oa Mark Sandman e Boston, pa oa bet oberiant kenañ àr leurennoù underground ar gêr-se, e-barzh strolladoù evel Treat Her Right, the Hypnosonics, pe the Pale Brothers, Supergroup (get Chris Ballew a savas the Presidents of the United States of America).

Ardremmez ar strollad-se a zo divoutin a-walc'h e-sell pezh 'vez graet er sonerezh rock pe pop :

sakso (sonet get Dana Colley), taboulinoù (sonet get Billy Conway pe Jerome Deupree) ha gitar-boud slide div-gordenn get Sandman, mouezh c'hwek hemañ hag ar pozioù. Setu dañvezioù ur blaz dibar a-walc'h, jazz ha blues ivez meur a wezh, pezh a voe graet "Low Rock" get Sandman e-unan.

Nebeud a ardoù met efedusañ disoc'h, ur blaz dibar peogwir ne vez ket savet ar sonerezh àr-dro ar gitar tredan èl kustum e-barzh ar strolladoù rock.

Album kentañ Morphine, "Good", a oa bet enrollet evit ti-embann pladennoù Rykodisc e 1991.

Degemeret mat e oa bet get burutellourion a bep seurt, ha karourion devot en deus bet ar strollad adalek ar penn kentañ. An eil a zo "Cure for Pain" (1993). Àr roudoù kani kentañ eh ae ha berzhig a-walc'h a reas, betek er radiooù a skinas kalzig tonioù zo ("Thursday", "Buena").

Troiadoù sonadegoù bras a voe da heul, dre ar Stadoù-Unanet, Europa, Bro-Japan hag Aostralia.

Un ti-embann-pladennoù bras kemmañ

Engouestlet e voe Morphine get Dreamworks Records e 1996, ur label major ha "Like Swimming" a voe o albom kentañ evit an ti-embann pladennoù-se. Degemeret mat-kenañ e voe get ar vurutellourion a-vicher, degemeret mat kenañ met ne reas ket kement a verzh evit pezh a sell doc'h niver ar pladennoù gwerzhet.

Sandman d'an anaon kemmañ

Aet eo Sandman d'an Anaon d'an 3 a viz Gourhelen 1999, 46 vle anezhoñ, àr ar leurenn e oa pa samplaas e galon, e-pad ur sonadeg er Giardini del Principe e Palestrina e-tal Roma.

E 2000 e teuas er-maez "The Night", un album hag a oa àr ar stern pa voe tapet kuit Sandman get an Ankou. Un nebeud dastumadegoù zo daet er-maez abaoe.

Diouzhtu àr-lerc'h e varv hag a-benn derc'hel bev koun Sandman hag e sonerezh (hag ivez a-benn serriñ argant evit ur gevredigezh, the "Mark Sandman Music Education Fundation" hec'h añv) eo bet savet "Orchestra Morphine" get Dana Colley ha Billy Conway ha troiadoù sonadegoù da heul. Tro o deus bet an daou-mañ d'en em gavet get Laurie Sargent (kaner ha soner gitar anezhoñ) ha gi da genlabourat getoñ diwezhatoc'h, e-barzh Twinemen.

Ur c'hroazhent a zo bet anvet "Mark Sandman" e Central Square e Cambridge er Massachusetts.

Izili ar strollad : kemmañ

* Mark Sandman - gitar-boud 2 gordenn slide, kan, ograoù, tritar, gitar, piano
* Dana Colley - saks baritone,saks tenor, saks double, tric'horneg
* Billy Conway - taboulinoù
* Jerome Deupree - taboulinoù

Pladennoù kemmañ

* Good - 1992
* Cure for Pain - 1993
* Yes - 1995
* Like Swimming - 1997
* B-Sides and Otherwise -1997
* The Night - 2000
* Bootleg Detroit - 2000
* The Best of Morphine: 1992-1995 - 2003