Moses Jacob Ezekiel

Moses Jacob Ezekiel, brudet ivez evel Moses Ritter von Ezekiel, ganet d'an 28 a viz Here 1844 hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Meurzh 1917, a oa ur c'hizeller yuzev-stadunanat en devoa bevet ha labouret e Roma e-pad un darn eus e vuhez. Ezekiel a voe "the first American-born Jewish artist to receive international acclaim" (ar c'hentañ yuzev-amerikan o vezañ meulet dre ar bed).

Moses Ezekiel e 1917

Bez' e voe yaouaer er Virginia Military Institute, ha servijet en devoa e tu ar re Gengevreet e Lu Stadoù Kengevreet Amerika e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Kemeret en doa perzh en Emgann New Market. Be'z eo ar c'hizeller nemetañ o vezañ bet brudet hag o vezañ bet kemeret perzh er brezel diabarzh stadunanat.

Ezekiel ha luskad al "Lost Cause" kemmañ

An delwennoù graet gant Moses Jacob Ezekiel eus harozed ar Stadoù Kengevreet zo marteze c'hoazh hiziv-an-deiz un doare anat da lakaat war wel ha da veuliñ ar pezh a anver al Lost Cause of the Confederacy. Krediñ start a rae en dezenn-se. Un doare romantel a oa gant Ezekiel: "a romanticized vision of the South and the Confederacy in which soldiers fought honorably for states' rights and free trade rather than treasonously for the cause of slavery. [gwelet Cornerstone speech.] In this narrative, slave owners are painted as benign protectors and providers for their African American 'dependents'."[1]

Notennoù kemmañ

  1. Moehlman, Lara, "The Not-So Lost Cause of Moses Ezekiel", kelaouenn Moment, 21 Gwengolo 2018.