Mostefa Ben Boulaid

Mostefa Ben Boulaid (en arabeg: مصطفى بن بولعيد ) a zo bet ganet d'ar 5 a viz C'hwevrer 1917 en Arris er Menezioù Aoures (Aljeria) ha marvet d'ar 27 a viz Meurzh (pe d'an 22) 1956, tu bennak en Aoures.

« Bodad ar c'hwec'h » penn eus an FLN
En o sav : Rabah Bitat, Mostefa Ben Boulaïd, Didouche Mourad ha Mohamed Boudiaf
En o c'hoazez : Krim Belkacem, Larbi Ben M'Hidi

Brogarour aljerian e oa, hag unan eus pennoù an Dispac'h Aljerian, politikour ha milour, penn ar "Wilaya 1" (Aurès).