Munttoren (Amsterdam)

Munttoren (Tour ar Moneiz e nederlandeg) a zo un tour lec'hiet en Amsterdam. Ul lodenn eus "Regulierspoort" e oa. Unan eus tri forzh pennañ kêr Amsterdam e oa er Grennamzer. Ar porzh savet etre 1480 ha 1487 a oa dezhañ daou dour hag ul lec'h-gward.

Munttoren

Distrujet e voe e 1618 abalamour d'un tangwall, ha neuze e voe adsavet an tour kornôg nemetken. Un tour dezhañ ur stumm plat e oa, hag e 1619-1620 e voe ouzhpennet ur framm eizhkognek a-us hag ur gorzenn zigor dezhi un orolaj pevar dremm hag ur bole, diwar ur raktres gant Hendrick de Keyser.

Ar bole a voe savet e-tro 1650 gant ar vreudeur Pierre ha François Hemony. Gwerzhet evel houarnaj e voe ar c'hleier e 1873. Hiziv an deiz e kaver er bole 38 kloc'h, da lavaret eo 11 ouzhpenn ar pezh a oa er penn-kentañ. Pep kardeur, pep hantereur ha pep eur e sonont. Ur sonadeg a vez aozet gant paotr ar bole bep Gwener, etre kreisteiz hag un eur.

Bole Munttoren

Anv an tour a zeu eus ar XVIIvet kantved : d'ar mare-se e veze kognet moneiz ennañ (el lec'h-gward ez-resis). E 1672 (anvet het Rampjaar e nederlandeg : ar bloavezh spontus) e voe aloubet lod brasañ ar vro gant an arme c'hall, ha neuze e oa dibosupl kas an aour hag an argant betek ar c'hêrioù (Dordrecht ha Enkhuizen) ma veze kognet moneiz enno. Neuze e voe aotreet kognañ moneiz en Amsterdam.

Al lec'h-gward a voe distrujet en XIXvet kantved, hag en e lec'h e voe savet ar savadur a zo c'hoazh anezhañ hiziv an deiz, etre 1885 ha 1887. Kemmoù a voe degaset e 1938 hag e 1939, ha d'ar mare-se e voe savet un tremen da live rez-an-douar. Hiziv an deiz e vez implijet gant ar gerzhourien hag a dreuz Muntplein.

Muntplein a zo ur pont, dindanañ en em vesk ar stêr Singel gant ar stêr Amstel. Pont brasañ kreiz-kêr Amsterdam eo.

Raktreset ez eus bet labourioù da greñvaat diazez an tour, hag a zo bet taget p'eo bet savet linenn norzh-su metro Amsterdam.

Skeudennoù Munttoren a c'haller gwelout e Madurodam e den Haag hag e Mini-Europe e Brusel.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.